Genes 46
46
CHAB. XLVI.
1HAG Israel a ieaz en hent, gant kement a oa d’ezhan, hag a zeuaz da Veer-Sheba, hag a offraz sacrifisou da Zoue he dad, Isaac.
2Ha Doue a gomzaz da Israel dre eun hunvre en noz, hag e lavaraz: Jacob, Jacob! Hag he-man a respontaz: Setu me aman.
3Neuze Doue a lavaraz: Me eo Doue, Doue da dad. Arabad eo d’id kaoud aoun da zisken en Egypt: rag me a lako ac’hanoud da zond da veza eur bobl vraz eno.
4Me a ziskenno ganez en Egypt, ha keu sur-all, e tigassin ac’hanoud kuit ac’hane; ha Joseph gant he zaouarn he-unan, a zerro d’id da zaou-lagad.
5Neuze Jacob a ieaz kuit euz Beer-Sheba, ha mibien Israel a lakaz Jacob, ho zad, hag ho bugale vihan, hag ho gragez var ar c’hirri hen doa kasset Pharaon evit he zougen.
6Digas a rejont ive ho chatal, hag ar madou ho doa acquizited e bro Canaan. Ha Jacob hag he holl famil ganthan a zeuaz en Egypt.
7Digas a reaz ganthan en Egypt he vibien, ha mibien he vibien, he verc’hed ha merched he vibien, hag he holl famill.
8Ha setu aman hauoiou mibien Israel, pere zeuaz en Egypt: Jacob hag he vibien. Ar c’henta ganet da Jacob, Ruben.
9Mibien Ruben: Henoc, Pallu, Hetsron ha Carmi.
10Mibien Simeon: Jemuel, Jamin, Ohad, Jakin, Tsohar, ha Saül, mab d’ar Gananeanez.
11Mibien Levi: Guershon, Kehath, ha Merari.
12Mibien Juda: Er, Onan, Shela, Pharets ha Zarach. Mes Er hag Onan a varvaz e bro Canaan. Ha mibien Pharets a oe Hetsron hag Hamul.
13Mibien Issacar: Thola, Puva, Job ha Shim-ron.
14Mibien Zabulon: Sered, Elon ha Jathleel.
15Setu mibien Lea, he doa ganet hou-man da Jacob e Paddan-Aram, gant Dina he merc’h; he mibien hag he merc’hed a oa eu holl tri ha tregont.
16Mibien Gad: Tsiphjon hag Haggi, Shuni hag Etsbon, Eri, Arodi hag Areli.
17Mibien Asser: Jimna, Jishva, Jishvi, Beria, ha Serach ho c’hoar. Ha bugale Beria: Heber ha Malkiel.
18Setu aze mibien Zilpa, hen doa roet Laban da Lea, he verc’h; hag honnes a c’hanaz da Jacob: c’houezeg den.
19Mibien Rachel, greg da Jacob: Joseph ha Benjamin.
20Ha Joseph hen doe mibien e bro an Egypt: Mannasse hag Ephraim a oa bet ganet d’ezhan gant Asnath, merc’h da Botiphera, beleg On.
21Mibien Benjamin: Bela, Beker hag Ashbel, Guera ha Naaman, Ehi ha Rosh, Muppim hag Huppin hag Ard.
22Setu aze mibien Rachel, ganet ganthi da Jacob; pevarzeg den en holl.
23Mibien Dan: Hushim.
24Mibien Nephthali: Jahtseel, Guni Jetser ha Shillem.
25Setu aze mibien Bilha ar zervicherez hen doa roet Laban da Rachel, he verc’h, ha ganet ganthi da Jacob; seiz den en holl.
26Holl dud Jacob, ganet outhan, hag a zeuaz en Egypt, a oe anezhe (heb conta gragez mibien Jacob), c’houec’h ha tri-ugent.
27Ha mibien Joseph, ganet d’ezhan en Egypt, a oa daou zen anezhe. An holl dud euz a di Jacob hag a zeuaz en Egypt, a oa deg ha tri-ugent anezhe.
28Hogen Jacob a gassaz Juda araog-han etrezeg Joseph, da c’houlen diganthan an hent da vond da Gossen. Dond a rejont eta da vro Gossen.
29Ha Joseph a starnaz he garroz, hag a zavaz enhau evit mond da ziarben he dad etrezeg Gossen; en em diskouel a reaz d’ezhan, hag oc’h en em deurel etre he zivreac’h, e chomaz pell da ouela, he ben harp ouz gouzoug he dad.
30Hag Israel a lavaraz da Joseph: Contant oun da vervel breman pa em euz gwelet da vizach, ha pa’z oud beo c’hoas.
31Neuze Joseph a lavaraz d’he vreudeur ha da holl dud he dad: Me a zavo da gas kelou da Pharaon, ha da lavaret d’ezhan: Va breudeur, ha famil va zad, pere a oa e bro Canaan, a zo deuet d’am c’havoud;
32hag an dud-se a zo pastored, hag a-viskoaz int bet en em occupet euz a loened, hag ho deuz digasset ganthe ho denved hag ho ejened, ha kement ho deuz.
33Ha pa zeui Pharaon d’ho kervel, ha da lavaret d’ehoc’h: Pe seurt micher hoc’h euz-hu?
34C’houi a lavaro: Da zervicherien a zo bet a-viskoaz occupet euz a loened, adaleg ho yaouankiz bete vreman, ha ni hag hon zadou koz; evit ma c’helloc’h chom e bro Gossen; rag an Egyptianed ho deuz gwall gassoni ouz ar bas-tored denved.
Currently Selected:
Genes 46: JEN1897
Highlight
Share
Compare
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
Published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935.