YouVersion Logo
Search Icon

Sant Vaze 2

2
CHABISTR II.
1Jesus o veza ganet en Bethlehem, kear euz a Juda, en amzer ar roue Herodes, 2setu e teuaz majed euz ar Zao‐heol da Jerusalem, en eur lavaret: Pe leac’h eman an hini a zo ganet da roue d’ar Judevien? rag gwelet hon euz he stereden er Zao‐heol, hag ez omp deuet d’hen adori. 3Ar roue Herodes, o veza klevet kement‐se, a oe troublet, ha Jerusalem holl ganthan. 4Hag o veza assamblet holl brinsed ar veleien, ha Scribed ar bobl, e c’houlennaz diganthe pe leac’h e tlie genel ar C’hrist. 5Hag int a lavaraz dezhan: En Bethlehem, euz a Juda; rag evel‐hen eo bet scrivet dre ar profet: 6Ha te, Bethlehem, douar Juda, n’oud ket an distera e‐touez ar c’heariou kenta euz a Juda; rag ac’hanoud eo e teui ar Rener pehini a reno va fobl Israel.
7Neuze Herodes, o veza galvet ar majed e‐kuz, a c’houlennaz gant preder diganthe e pe amzer ho doa gwelet ar stereden; 8hag o kas anezhe da Vethlehem, e lavaraz: It, ha goulennit gant preder divarben ar bugel bihan, ha pa ho pezo kavet anezhan, livirit d’in, evit ma’z in‐me ive d’hen adori. 9Ar re‐man eta, goude beza klevet ar roue, a bartiaz; ha setu, ar stereden ho doa gwelet er Zao‐heol a iea en ho raog, bete ma teuaz, ha ma choumaz a‐uz al leac’h ma oa ar bugel bihan. 10Ha pa veljont ar stereden, e oe karget ho c’halon gant eur joa vraz. 11Hag o veza eat en ti, e kavjont ar bugel gant Mari he vam; hag oc’h en em brosterni dirazhan, ec’h adorjont anezhan; ha goude beza digoret ho zenzoriou, e rojont dezhan prezanchou, aour, ezans ha mirrh. 12Hag o veza bet avertisset gant Doue, dre eun huvre, na zistrojent ket da gavout Herodes, e tistrojont d’ho bro dre eun hent all.
13Pa oant eat kuit, eun eal a‐berz an Aotrou en em ziskouezaz da Josef, dre eun huvre, o lavaret: Sav; kemer ar bugel bihan hag he vam, ha tec’h en Ejypt, ha choum eno ken a livirin d’id; rag Herodes a glasko ar bugel evit hen lakaad d’ar maro. 14Josef, o veza savet, a gemeraz ar bugel bihan hag he vam, en noz, hag en em dennaz en Ejypt. 15Hag e choumaz eno bete ma varvaz Herodes. Evel‐se e oe accomplisset ar pez hen doa lavaret an Aotrou dre ar profet evel‐hen: Galvet em euz va mab euz an Ejypt.
16Neuze Herodes, pa velaz ho doa ar majed great goab anezhan, a oe en coler vraz, hag e kassaz tud da laza en Bethlehem hag en he holl vro, an holl vugale a zaou vloaz hag izeloc’h, hervez an amzer m’hen doa goulennet gant preder digant ar majed. 17Neuze e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar profet Jeremias: 18Klevet a zo bet en Rama criadennou, hirvoudou, gwelvan ha klemmou braz: Rachel o wela d’he bugale; ha na felle ket dezhi beza consolet, abalamour n’emaint mui.
19Mes pa oe maro Herodes, setu, eun eal a‐berz an Aotrou en em ziskouezaz dre eun huvre da Josef, en Ejypt, o lavaret: Sav, kemer ar bugel bihan hag he vam, 20ha distro da vro Israel; rag ar re a glaske lemmel he vuez digant ar bugel a zo maro. 21Josef eta, o veza savet, a gemeraz ar bugel hag he vam, hag a zeuaz en douar Israel. 22Mes, pa glevaz e oa Arkelaüs o rên er Jude e plas he dad Herodes, hen doe aoun da vond di, hag o veza bet avertisset gant Doue dre eun huvre, en em dennaz e costeziou Galile, 23hag o veza deuet, e choumaz en eur gear galvet Nazaret; hag evel‐se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar brofeted: Galvet e vezo Nazaread.

Currently Selected:

Sant Vaze 2: JEN1897

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in