YouVersion Logo
Search Icon

Sant Vaze 24

24
CHABISTR XXIV.
1Pa oa Jesus o sortial euz an templ hag o vont kuit, he ziskibien a dostaaz outhan evit diskouez dezhan al labouriou kaer euz an templ. 2Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ha na velit‐hu ket an holl draou‐ze? E gwirionez hen lavaran deoc’h, na vezo ket lezet aman an eil mean var egile, holl e vezint diskaret.
3Ha pa oe azezet var menez Olived, he ziskibien a dostaaz outhan a‐du, hag a lavaraz dezhan: Lavar deomp peur e c’hoarvezo kement‐se, ha pehini a vezo ar sin euz da zonedigez hag euz a fin ar bed.
4Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe: Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h. 5Rag meur a hini a zeuio em hano, en eur lavaret: Me eo ar C’hrist, hag e tromplint kalz a dud. 6Klevet a refot komz euz a vrezelliou hag euz a vrud‐brezel; likit evez na vec’h troublet, rag red eo d’an holl draou‐ze c’hoarvezoud; mes ar fin na vezo ket c’hoas. 7Rag eur bobl a zavo a‐enep eur bobl all, hag eur rouantelez a‐enep eur rouantelez all; ha beza e vezo kernez, ha bossen ha krennamant douar e meur a leac’h. 8Mes kement‐se holl na vezo nemed commansamant ar poaniou. 9Neuze e livrint ac’hanoc’h da veza tourmantet, hag e lazint ac’hanoc’h; hag e veot kaseet gant an holl nationou abalamour d’am hano. 10Neuze ive kalz a vezo scandalizet, hag en em drahissint an eil egile, hag ho devezo kassoni an eil deuz egile. 11Ha meur a fals‐profet a zavo, hag a dromplo kalz a dud. 12Ha dre ma cresko ar fallentez, ar garantez a ienao e calon kalz a dud. 13Mes an neb a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet. 14Hag an aviel‐man euz ar rouantelez a vezo prezeget dre ar bed holl, en testeni d’an holl nationou; ha neuze e teuio ar fin.
15Pa velot eta el leac’h santel an abomination euz an dezolation, a behini hen deuz komzet ar profet Daniel (ra daolo‐plet an hini a lenno anezhan), neuze, ar re a vezo er Jude, 16ra dec’hint er meneziou; 17an hini a vezo var gorre an ti, diwallo da zisken evit kemeret tra e‐bed euz he di; 18hag an hini a vezo er park, diwallo da zistrei var he giz evit kemeret he zillad. 19Malheur d’ar gragez o tougen frouez, ha d’ar magerezed en deiziou‐ze! 20Pedit evit ne rankoc’h ket tec’hel er goanv, nag en deiz ar sabbat; 21rag bez’ e vezo neuze eun affliction vraz, evel n’euz ket bet adaleg commansamant ar bed bete vreman, ha na vezo biken. 22Ha ma na vije ket bet diveret an deiziou‐ze, na vije bet den saveteet; mes diveret e vezint abalamour d’ar re a zo choazet.
23Neuze, mar lavar unan‐benag deoc’h: Ar C’hrist a zo aman; pe: A‐hont ema; na gredit ket. 24Rag sevel a raio fals‐Christed, ha fals‐profeted hag a rai miraclou braz ha burzudou, evit trompla, mar gellont, ar re choazet ho‐unan. 25Setu c’houi avertisset breman. 26Rag‐se mar bez lavaret deoc’h: Ema ar C’hrist en dezert; n’az it ket: Ema er c’hambchou distro, na gredit ket. 27Rag, evel ma teu al luc’heden euz ar Zavheol ha ma sclera beteg ar C’huz‐heol, evel‐se ive e vezo donedigez Mab an den. 28Rag en pe leac’h‐benag ma vezo ar c’horf maro, eno en em zastumo an egled.
29Rag‐tal goude an affliction euz an deiziou‐ze, an heol a devalaio, hag al loar na roio ket he sclerijen, hag ar stered a gwezo euz an env, ha puissansou an envou a vezo bransellet. 30Neuze e vezo gwelet sin Mab an den en env; neuze ive an holl boblou euz an douar a vezo glac’haret, hag a skoio var boul ho c’halon, hag e velint Mab an den o tond var goabrennou an env, gant eur galloud hag eur c’hloar braz. 31Hag hen a gasso he elez gant sôn skiltruz an drompil, hag an elez a zastumo assambles ar re choazet ganthan euz ar pevar avel, adaleg eur pen euz an env beteg ar pen all.
32Hogen deskit eur barabolen dre ar vezen‐fiez: Pa gommans he brancou beza tener hag he deliou da zispaka, ec’h ouzoc’h penaos eo tost an hanv. 33Evel‐se ive c’houi, pa velot kement‐se holl, gouezit ervad ema tost Mab an den hag ema e‐kichen an nor. 34E gwirionez hen lavaran deoc’h, ar generation‐man na dremeno ket ken na vezo c’hoarvezet an holl draou‐ze. 35An env hag an douar a dremeno, mes va c’homzou‐me na dremenint ket.
36Mes den ne anavez an deiz nag an heur‐ze, nag an êlez euz an env ken‐neubeud, n’euz nemed va Zad hag ho anavez. 37Hag evel ma c’hoarvezaz en amzer Noe, evel‐se ive e c’hoarvezo pa zeuio Mab an den; 38rag, evel en deiziou araog an diluj, e oant o tibri hag oc’h eva, o timezi hag o rei da zimezi, beteg an deiz ma’z eaz Noe ebarz an arc’h; 39hag evel na ouient netra ken a zeuaz an diluj d’ho c’has holl ganthan; evel‐se ive e c’hoarvezo pa zeuio Mab an den. 40Neuze, deuz daou a vezo er park, unan a vezo kemeret hag egile lezet; 41deuz diou a vezo o vala en eur vilin, unan a vezo kemeret hag e‐ben lezet. 42Beillit eta; rag na ouzoc’h ket da be heur e tle dond hoc’h Aotrou.
43Hogen gouezit an dra‐man, penaos ma ouefe ar pen‐tiegez da be boent euz an noz e tle al laër dond, e veillfe ha na lezfe ket toulla he di. 44Rag‐se c’houi ive en em zalc’hit prest; rag Mab an den a zeuio d’an heur ha na sonjit ket. 45Piou eo eta ar servicher fidel ha fur a zo bet lakeat gant he aotrou da vestr var he diegez, evit rei d’he vevelien ho boued d’ar poent? 46Eürus ar servicher‐ze mar kav he aotrou anezhan oc’h ober evel‐se pa erruo. 47E gwirionez hen lavaran deoc’h, he lakaad a raio da gommandi var he holl vadou. 48Mes mar d’eo eur servicher fall, hag a lavar en he galon: Dale a ra va aotrou da zond; 49ha mar en em laka da skei gant he gen‐servicherien, da zibri ha da eva gant mezverien; 50aotrou ar servicher‐ze a zeuio d’an deiz na vezo ket ouz he c’hortoz, ha d’an heur na ouvezo ket; 51hag e tispartio anezhan diouz ar re all, hag e roio dezhan he lod gant an hipocrited: eno e vezo ar gwelvan hag ar skrign‐dent.

Currently Selected:

Sant Vaze 24: JEN1897

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in