Sant Marc 11
11
CHABISTR XI.
1Evel ma tostaent ouz Jerusalem, ouz Bethfaje ha Bethani, tost da venez Olived, Jesus a gassaz daou euz he ziskibien, 2hag a lavaraz dezhe: It d’ar villajen a zo dirazoc’h; ha kerkent ha ma veot eat enhi, e kefot eun azen yaouank stag, var behini n’eo c’hoas pignet den e‐bed; distagit‐hen, ha digassit‐hen d’in‐me. 3Ha mar lavar unan‐benag deoc’h: Perag e rit‐hu an dra‐ze? livirit penaos an Aotrou hen deuz ezom anezhan, ha kerkent e tigasso anezhan aman.
4Mond a rejont eta, hag e kavjont an azen yaouank stag e‐tal an nor er meaz, en eur c’hroaz‐hent; hag e tistagjont anezhan. 5Hag hinienou euz ar re a oa eno a lavaraz dezhe: Perag e tistagit‐hu an azen yaouank‐se? 6Hag e leverjont dezhe evel m’hen doa gourc’hemenet Jesus; hag e lezjont anezhe da vond. 7Hag e tigasjont an azen yaouank da Jesus, hag e lekejont ho dillad varnezhan, ha Jesus a bignaz var he gein.
8Ha kalz a astenne ho dillad var an hent, ha re all a droc’he brancou‐gwez, hag ho zaole var an hent. 9Hag ar re a iea araog, hag ar re a zeue var lerc’h, a grie: Hosanna! benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou! 10Benniget ra vezo rouantelez hon tad David a zeu en hano an Aotrou! Hosanna en huella euz an envou!
11Jesus a antreaz evel‐se en Jerusalem, hag en templ; hag o veza sellet tro‐var‐dro ouz pep tra, evel ma oa dija divezad, ez eaz da Vethani gant an daouzec.
12An deiz var lerc’h, evel ma’z eant er meaz euz a Vethani, e teuaz naoun dezhan. 13Hag o velet a‐ziabell eur vezen‐fiez hag he doa deliou, ez eaz da velet hag hen a gavche eun dra‐benag enhi; mes pa dostaaz outhi, ne gavaz netra nemed deliou; rag ne oa ket amzer ar fiez. 14Neuze Jesus, o komz, a lavaraz: Biken den na zebro frouezen e‐bed ac’hanoud. Hag he ziskibien a glevaz kement‐se.
15Dond a rejont goude da Jerusalem; ha Jesus, o veza eat en templ, a gommansaz da gas er meaz ar re a oa o verza hag o prena ebarz en templ, hag e tiskaraz taoliou ar chenchourien arc’hant, ha kadoriou ar re a verze coulmed. 16Ha na bermete da zen dougen bessel e‐bed dre an templ. 17Hag e kelenne anezhe, en eur lavaret: Ha n’ed eo ket scrivet: Va zi a vezo galvet eun ti a beden evit an holl nationou? mes c’houi hoc’h euz great anezhan eur c’havern laeron.
18Ar Scribed ha prinsed ar veleien, o veza klevet kement‐se, a glaske penaos ec’h heljent distruja anezhan; rag aoun ho doa a‐razhan, abalamour ma oa an holl bobl en admiration euz he zoctrin.
19Pa oe deuet an abardaez, Jesus a ieaz er meaz euz a gear.
20Ha deuz ar mintin, evel ma tremenent, he ziskibien a velaz ar vezen‐fiez sec’het beteg he griziou. 21Neuze Per, a deuaz sonj dezhan euz ar pez a oa bet c’hoarvezet, hag a lavaraz dezhan: Mestr, setu ar vezen‐fiez var behini ec’h euz taolet da valloz, a zo dizec’het. 22Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe: Ho pezet feiz en Doue; 23rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, piou‐benag a lavaro d’ar menez‐ze: Sav alese, hag en em daol er mor, hep doueti en he galon, mes en eur gredi penaos e c’hoarvezo kement a lavar; great e vezo dezhan kement hen devezo lavaret. 24Rag‐se me a lavar deoc’h; Kement a c’houlennot en eur bedi, credit penaos e recevot anezhan; hag e vezo roet deoc’h.
25Mes, pa deuot da bedi, mar hoc’h euz eun dra‐benag a‐enep unan‐benag, pardonit dezhan evit ma teuio ive ho Tad pehini a zo en env, da bardoni deoc’h hoc’h offansou. 26Mes ma na bardonit ket, ho Tad pehini a zo en envna bardono ket ken neubeud deoc’h hoc’h offansou.
27Neuze e teujont adare da Jerusalem; hag evel ma oa o vale en templ, prinsed ar veleien, ar Scribed hag ar re Ancien a zeuaz d’he gavoud, hag e leverjont dezhan: 28Dre be otorite e rez‐te an traou‐ze, ha piou hen deuz roet d’id an otorite‐ze da ober ar pez a rez? 29Jesus a respontaz, hag a lavaraz dezhe: Eun dra a c’houlennin ive diganeoc’h, respontit d’in, hag e livirin deoc’h dre be otorite e ran an traou‐man. 30Badiziant Ian, hag euz an env e oa, pe otramant euz an dud? 31Respontit d’in. Hogen, int a rezone enhe ho‐unan, en eur lavaret: Mar leveromp: Euz an env; e lavaro: Perag eta n’hoc’h euz‐hu ket credet dezhan? 32Ha mar leveromp: Euz an dud; e toujomp ar bobl; rag an holl a grede e oa Ian eur gwir brofet. 33Neuze e respontjont da Jesus: Na ouzomp ket. Ha Jesus a respontaz dezhe: Ha me, na lavarin ket deoc’h ken neubeud dre be otorite e ran an traou‐man.
Currently Selected:
Sant Marc 11: JEN1897
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.