Sant Marc 15
15
CHABISTR XV.
1Kerkent ha ma oe deiz, prinsed ar veleien, gant ar re Ancien, ar Scribed hag ar c’honseil holl euz ar Sanhedrin, o veza en em guzuliet assambles, a gassaz Jesus liammet, hag hen livraz da Bilat.
2Ha Pilat a c’houlennaz diganthan: Ha te eo roue ar Judevien? Jesus a respontaz dezhan: Hen lavaret a rez. 3Ha prinsed ar veleien a accuse anezhan euz a galz a draou. 4Mes Pilat a interrojaz c’hoas anezhan hag a lavaraz dezhan: Ha na respontez netra? Gwel a begement a draou e roont testeni a‐enep d’id. 5Mes Jesus na respontaz mui netra, en hevelep doare ma oa Pilat estonet braz.
6Hogen, hen a oa custum d’ar gouel‐ze, da leuskel ganthe eur prizonier, an hini a c’houlennent. 7Ha bez’ e oa er prison assambles gant ar re ho doa sicouret anezhan, unan hanvet Barabbas hag hen doa great eur vuntrerez e‐kreiz eur revolt. 8Hag ar bobl a gommansaz da c’houlen, en eur grial a‐bouez ho fen, ma raje evel m’hen doa great a‐viskoas dezhe. 9Pilat a respontaz dezhe: Ha c’houi a fell deoc’h e laoskfen deoc’h roue ar Judevien? 10Rag gouzoud a rea e oa dre jalouzi ho doa prinsed ar veleien livret anezhan.
11Mes ar re‐man a boulzaz ar bobl da c’houlen ma vije leusket kentoc’h Barabbas ganthe. 12Mes Pilat, o komz c’hoas outhe, a lavaraz: Petra eta a fell deoc’h e rafen euz an hini a hanvit roue ar Judevien? 13Hag int a griaz adare: Crucifi anezhan! 14Ha Pilat a lavaraz dezhe: Mes pe seurt drouk hen deuz‐hen great? Hag int a griaz c’hoas krenvoc’h: Crucifi anezhan!
15Pilat eta, o c’hoantaat contanti ar bobl, a leuskaz ganthe Barabbas; ha goude beza lakeat skourjeza Jesus, e livraz anezhan da veza crucifiet.
16Neuze ar zoudarded a zigassaz anezhan en diabarz ar palez, da lavaret eo, er pretouer, hag e tastumjont eno an holl vanden zoudarded; 17hag e lakejont dezhan eur vantel ruz‐pourpr, hag o veza great eur gurunen spern, e lekejont anezhi var he ben. 18Hag e commansjont da zaludi anezhan, en eur lavaret: Salud, roue ar Judevien! 19Hag e skoent var he ben gant eur gorzen, hag e cranchent outhan, hag o taoulina, e stouent dirazhan.
20Goude beza great goab anezhan, e lamjont ar vantel pourpr divarnezhan, hag o veza gwisket anezhan gant he zillad he‐unan, e kasjont anezhan ganthe evit hen crucifia.
21Hag evel ma oa eun den euz a Cyren, hanvet Simon, tad da Alexandr ha da Rufus, o tremen dre eno, o tistrei euz ar parkou, e rejont dezhan dougen croaz Jesus. 22Hag e kasjont anezhan en eul leac’h hanvet Golgotha, da lavaret eo, leac’h ar Pen‐maro. 23Hag e rojont dezhan da eva gwin mesket gant mirrh; mes na gemeraz ket anezhan.
24Ha goude m’ho doe crucifiet anezhan, e rejont partach var he zillad, hag e tennjont d’ar sort varnezhe, evit gouzoud ar pez hen divije pep hini.
25An trede heur e oa pa grucifijont anezhan.
26Ar sujet euz he gondaonation a oa scrivet evel‐hen: ROUE AR JUDEVIEN.
27Crucifia a rejont daou laer assambles ganthan, unan a‐zeo, hag egile a‐gleiz dezhan. 28Evel‐se e oe accomplisset ar gomz‐man euz ar Scritur: Lakeat eo bet e renk an dorfetourien.
29Hag ar re a dremene dre eno a outraje anezhan, en eur hija ho fen hag o lavaret: Ac’han‐ta! te, pehini a ziskar an templ, hag a zav anezhan a‐nevez en tri deiz; 30en em zaveta da‐unan, ha disken euz ar groaz. 31Evel‐se ive prinsed ar veleien hag ar Scribed a rea goab anezhan, hag a lavare etrezhe: saveteet hen deuz ar re all, ha n’eo ket evit en em zavetei he‐unan. 32Ra ziskenno eta breman euz ar groaz ar C’hrist, roue Israel, ma velimp ha ma credimp. Hag ar re a oa crucifiet ganthan, a zrouk‐komze ive outhan.
33Pa oa deuet ar c’houec’hved heur, e oe tevalijen var an douar holl, beteg an naoved heur.
34Ha d’an naoved heur, Jesus a griaz gant eur vouez krenv: Eloï, Eloï, lamma sabachthani? Da lavaret eo: Va Doue, va Doue, perag ec’h euz‐te va dilezet? 35Hag hinienou euz ar re a oa eno, o veza klevet anezhan, a lavare: Setu, ema o c’hervel Elias. 36Hag unan anezhe a redaz, hag a leuniaz eur spoue gant gwin‐egr, hag o veza hen lakeat e pen eur gorzen, e roaz da eva dezhan, en eur lavaret: Lezit; gwelomp ha dond a rai Elias d’hen lemmel euz ar groaz.
37Neuze Jesus, o veza leusket eur griaden vraz, a rentaz ar spered.
38Hag ar voal euz an templ a freuzaz en daou, adaleg an neac’h beteg an traon.
39Hag ar c’hantener, pehini a oa eno dirazhan, o velet penaos e oa tremenet en eur grial evel‐se, a lavaraz: An den‐man en gwirionez a oa Mab Doue.
40Bez’e oa ive eno gragez hag a zelle a‐ziabell, e‐touez pere e oa Mari Magdalen, ha Mari, mam da Jakes ar yaouanka ha da Joses, ha Salome, 41pere hen heullie hag hen serviche pa edo en Galile, ha kalz a re all pere a oa pignet ganthan da Jerusalem.
42Evel ma oa dija divezad, ha ma oa deiz ar breparation, da lavaret eo, an deiz di‐araog ar sabbat, 43Josef a Arimathe, eur senatour henoret braz, pehini ive a c’hortoze rouantelez Doue, a ieaz heb aoun da gavout Pilat, hag a c’houlennaz diganthan corf Jesus. 44Pilat a oe souezet o klevet e oa maro dija; hag o veza galvet ar c’hantener, e c’houlennaz ha pell a oa abaoe ma oa maro. 45Ha p’hen doe klevet gant ar c’hantener, e roaz ar c’horf da Josef. 46Ha Josef, o veza prenet eul linsel, a ziskennaz anezhan euz ar groaz, a lekeaz al linsel en‐dro dezhan, hag a lekeaz anezhan en eur bez a oa bet kleuzet er roc’h; hag e rulliaz eur mean ouz dor ar bez.
47Ha Mari Magdalen, ha Mari, mam Joses, a zelle pe leac’h e lakeet anezhan.
Currently Selected:
Sant Marc 15: JEN1897
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.