Sant Marc 2
2
CHABISTR II.
1Eun neubeut deveziou goude, Jesus a zeuaz adare da Gapernaüm, ha kerkent ha ma oe klevet e oa en ti, 2e teuaz kement a dud, ken ne oa ket a blas evithe memeus en‐dro d’an nor; hag hen a brezege dezhe ger Doue.
3Neuze e teuaz tud d’he gavout pere a zigasse dezhan eur paralitic hag e oa pevar o tougen anezhan. 4Mes evel na hellent ket tostaad outhan abalamour d’ar foul, e savjont an doen a‐uz d’ar plas e leac’h ma hen em dalc’he Jesus, hag o veza great eun toul, e tiskenjont dre eno ar gwele var behini e oa gourvezet ar paralitic. 5Neuze Jesus, o velet ho feiz, a lavaraz d’ar paralitic: Va mab, da bec’hejou a zo pardonet d’id. 6Hag eur re‐benag euz ar Scribed, hag a oa azezet eno, a rezone evel‐hen en ho c’halonou: 7Perag e lavar he‐man gwall‐gomzou evel‐se? Piou a hell pardoni ar pec’hejou nemed Doue hep‐ken? 8Ha Jesus o veza gouezet kerkent, dre he spered, ar pez a zonjent enhe ho‐unan, a lavaraz dezhe: Perag hoc’h euz‐hu ar seurt sonjou‐ze en ho calonou? 9Pehini eo an ezeta, pe lavaret d’ar paralitic: Da bec’hejou a zo pardonet d’id, pe lavaret dezhan: Sav, kemer da vele, ha kerz? 10Hogen, evit ma ouezot hen deuz Mab an den ar galloud var an douar da bardoni ar pec’hejou, e lavaraz d’ar paralitic: 11Me a lavar d’id: Sav, crog en da vele, ha kea d’ar gear. 12Ha kerkent e savaz, hag o veza kemeret he vele, ez eaz er meaz dirag an holl, en hevelep doare ma oe souezet braz an holl, ha ma c’hlorifient Doue, o lavaret: Biskoas n’hon cuz gwelet kement all.
13Neuze Jesus a ieaz adare da gostez ar mor; hag an holl bobl a zeue d’he gavout, hag e kelenne anezhe.
14Hag en eur dremen, e velaz Levi, mab Alfe, azezet en bureo ar c’hargou; hag e lavaraz dezhan: Deuz var va lerc’h. Hag hen a zavaz, hag a heulliaz anezhan.
15Hag e c’hoarvezaz, pa edo ouz taol en ti an den‐ze, m’hen em lakeaz ive ouz taol gant Jesus hag he ziskibien kalz a bublicaned hag a bec’herien; rag bez’ e oant kalz hag ho doa heulliet anezhan. 16Hag ar Scribed hag ar Farizianed, o velet ma tebre gant ar bublicaned hag ar bec’herien, a lavare d’he ziskibien: Perag e tebr hag ec’h ev‐hen gant ar bublicaned hag ar bec’herien? 17Ha Jesus, o veza klevet kement‐se, a lavaraz dezhe: N’e ket ar re a zo iac’h ho deuz ezom a vedeusin, mes ar re a zo klanv; n’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien.
18Hogen, diskibien Ian hag ar Farizianed a iune alies, hag e teujont da gavout Jesus hag e leverjont dezhan: Perag e iun diskibien Ian ha re ar Farizianed, ha da ziskibien‐te ne iunont ket? 19Ha Jesus a lavaraz dezhe: Daoust ha mignoned ar pried a hell iun e‐pad ma ema ar pried ganthe? E‐keit ha ma ema ar pried ganthe, na hellont ket iun. 20Mes dond a rai an deiziou ma vezo lammet ar pried diganthe, ha neuze e iunint en deiziou‐ze. 21Den na stag eun tam mezer nevez ouz eur zae goz; anez an tam mezer nevez a rogfe ar mezer koz, hag ar rogaden a vefe gwassoc’h. 22Den ken neubeut na laka gwin nevez en barikennou koz; anez ar gwin nevez a freuzfe ar barikennou, ar gwin a redfe, hag ar barikennou a vefe kollet; mes red eo lakaad ar gwin nevez en barikennou nevez.
23Hag e c’hoarvezaz, pa oa Jesus o tremen a‐dreuz an ed, eun devez sabbat, ma commansaz he ziskibien, en eur vale, da denna tamoezennou. 24Hag ar Farizianed a lavaraz dezhan: Sell, perag e reont‐hi ar pez n’eo ket permetet en deiziou ar Sabbat? Mes hen a lavaraz dezhe: 25Ha n’hoc’h euz‐hu ket biskoas lennet ar pez a reaz David, pa hen doe ezom ha pa hen doe naoun, hen hag ar re a oa assambles ganthan? 26Penaos ez eaz en ti Doue, en amzer Abiathar, ar beleg‐braz, hag e tebraz ar baraou consacret da Zoue, pere ne oa ket permetet ho dibri nemed d’ar veleien hep‐ken, ha penaos e roaz ive lod d’ar re a oa assambles ganthan? 27Neuze e lavaraz dezhe: Ar sabbat a zo bet great evit an den, ha nann an den evit ar sabbat. 28Evel‐se Mab an den a zo mestr memeus var ar sabbat.
Currently Selected:
Sant Marc 2: JEN1897
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.