Sant Marc 3
3
CHABISTR III.
1 Jesus a antreaz eur vech all er sinagog, ha bez’ e oa eno eun den hag oa dizec’het he zorn. 2Hag int a zelle piz outhan da velet hag hen a iac’haje anezhan da zeiz ar sabbat, evit gallout hen tamal. 3Hag e lavaraz d’an den a oa dizec’het he zorn: Sav ha choum aze er c’hreiz. 4Neuze e lavaraz dezhe: Ha permetet eo da zeiz ar sabbat ober vad pe ober drouk? savetei eun den, pe hen lezel da berissa? Mes na rojont respont e‐bed dezhan. 5Neuze, o sellet gant coler ouz ar re a oa en‐dro dezhan, glac’haret o velet pegen kaledet e oa ho c’halonou, e lavaraz d’an den‐ze: Astenn da zorn. Hag hen a astennaz anezhan, hag he zorn a zeuaz iac’h evel egile. 6Hag ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz rag‐tal gant an Herodianed a‐enep dezhan, evit gouzout petra da ober evit hen koll.
7Mes Jesus en em dennaz gant he ziskibien etrezeg ar mor, hag eur foul braz hen heulliaz euz a C’halile, hag euz ar Jude, euz a Jerusalem, euz an Idume hag euz an tu all d’ar Jourdan. 8Hag an dud divar dro Tir ha Sidon, o veza klevet ar burzudou a rea, a zeuaz ive d’he gavoud e niver braz. 9Hag hen a lavaraz d’he ziskibien derc’hel prest eur vag dezhan, abalamour d’ar bobl vraz‐ze, gant aoun na vije re‐wasket ganthe. 10Rag bez’ hen doa iac’heet kalz anezhe, en hevelep doare ma en em daole varnezhan kement hag ho doa gwall‐glenvejou evit gallout touch outhan. 11Hag ar sperejou impur, pa her gwelent, en em brosterne dirazhan, hag a grie, o lavaret: Te eo Mab Doue! 12Mes hen a c’hourc’hemene stard dezhe diwall da ziscleria anezhan.
13Goude‐ze e pignaz var eur menez, hag e c’halvaz d’he gavoud ar re a felle dezhan, hag e teujont d’hen kavout. 14Hag hen a lekeaz daouzec anezhe evit beza assambles ganthan, evit ho c’has da brezeg, 15ha da gaoud ar galloud da iac’haad ar c’hlenvejou ha da gas kuit an drouk‐sperejou. 16Ar re‐man a oe Simon, da behini e roaz an hano a Ber; 17ha Jakes mab Zebede, ha Ian breur Jakes, da bere e roaz an hano a Boanerjes, da lavaret eo, mibien ar gurun; 18hag Andre, Philip, Barthelemi, Maze, Thomas, Jakes mab Alfe, Tadde, Simon ar C’hananead, ha Juda Iscariot, 19an hini a drahissaz anezhan.
20Neuze e tistrojont d’an ti; hag ar bobl en em zastumaz adare eno, en hevelep doare na hellent ket zoken dibri ho boued. 21Pa glevaz he gerent kement‐se, ez ejont evit cregi enhan; rag lavaret a reant: Kollet eo he skiant ganthan.
22Hag ar Scribed, pere a oa diskennet euz a Jerusalem, a lavare: Possedet eo gant Beelzebul, ha dre brins an drouk‐sperejou eo e kas kuit an drouk‐sperejou.
23Mes Jesus, o veza galvet anezhe, a lavaraz dezhe dre barabolennou: Penaos ec’h hell Satan kas Satan kuit? 24Rag mar bez eur rouantelez diviset a‐enep dezhi he‐unan, na hell ket ar rouantelez‐ze choum en he za; 25ha mar bez eun ti diviset a‐enep dezhan he‐unan, na hell ket an ti‐ze choum en he za; 26mar sav eta Satan a enep dezhan he‐unan ha mar ema diviset, na hell ket derc’hel da bad; mes fin a zo dezhan. 27Den na hell antren en ti eun den krenv ha kemeret he vadou diganthan, nemed ereet hen defe da genta an den krenv‐ze; ha neuze e kemero kement tra a zo en he di. 28E gwirionez hen lavaran deoc’h, pep pec’hed a vezo pardonet da vugale an dud, hag ive pep gwall‐gomz dre behini ho devezo gwall‐gomzet; 29mes piou‐benag hen devezo gwall‐gomzet a‐enep ar Spered‐Santel, na vezo biken pardonet dezhan; mes coupabl eo euz a eur pec’hed eternel. 30Jesus a gomzaz evel‐se, abalamour ma lavarent: Possedet eo gant eur spered impur.
31He vreudeur hag he vam a zeuaz eta, hag o choum er meaz, e kasjont tud d’hen gervel; hag ar bobl a oa azezet en dro dezhan. 32Hag e oe lavaret dezhan: Setu da vam ha da vreudeur a zo du‐hont er meaz o klask ac’hanoud. 33Mes hen a respontaz: Piou eo va man, ha piou eo va breudeur? 34Neuze en eur zellet ouz ar re a oa azezet en dro dezhan, e lavaraz: Setu aman va mam ha va breudeur. 35Rag piou‐benag a rai bolontez Doue, hennes eo va breur, ha va c’hoar ha va mam.
Currently Selected:
Sant Marc 3: JEN1897
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

: