YouVersion Logo
Search Icon

Sant Marc 7

7
CHABISTR VII.
1Neuze ar Farizianed hag eun neubeut Scribed, pere a oa deuet euz a Jerusalem, a zeuaz assambles da gavout Jesus; 2hag, o velet e tebre lod euz he ziskibien ho boued gant daouarn souillet, da lavaret eo, hep beza gwalc’het, e kavent abec enhe. 3(Rag ar Farizianed hag an holl Judevien na zebront ket hep beza gwalc’het ho daouarn beteg ho ilin, o terc’hel evel‐se tradition ar re goz; 4ha pa zeuont euz ar plasou‐marc’had, na zebront ket ken neubeut heb beza en em walc’het. Kalz a draou all ho deuz ive pere ho deuz recevet evit ho miret, evel gwalc’hi an tassou, ar podou, al listriarm hag ar gweleou.) 5Neuze ar Farizianed hag ar Scribed a c’houlennaz diganthan: Perag da ziskibien‐te na heulliont‐hi ket tradition ar re goz, hag e kemeront ho boued heb gwalc’hi ho daouarn?
6Hen a respontaz: Hipocrited ma’z oc’h! Profetiset mad hen deuz Isaias divar ho pen, pa hen deuz lavaret: Ar bobl‐man a henor ac’hanoun a vuzellou; mes ho c’halon a zo gwall bell diouzin. 7Mes en ven eo ec’h henoront ac’hanoun, o tiski doctrinou pere a zo gourc’hemenou tud. 8Rag, o lezel gourc’hemen Doue, e virit tradition an dud, o walc’hi ar podou, hag an tassou, hag oc’h ober kalz a draou all euz ar seurt‐se.
9Lavaret a reaz ive dezhe: Gouzoud a rit mad terri gourc’hemen Doue, evit miret ho tradition; rag Moises hen deuz lavaret: 10Henor da dad ha da vam; ha piou‐benag a daolo malloz var he dad pe var he vam ra vezo lakeat d’ar maro; mes c’houi a lavar: 11Ia nemed lavaret hen defe eun den d’he dad pe d’he vam: Kement em euz evit galloud da zicour a zo corban, da lavaret eo, eun donezon consacret da Zoue. 12Ha neuze n’hen lezit mui da ober netra evit he dad pe he vam; 13o lakaad evel‐se en plas ger Doue ho tradition great ganeoc’h hoc’h unan; hag e rit c’hoas kalz a draou all euz ar seurt‐se.
14Neuze, o veza galvet an holl bobl, e lavaraz dezhe: Selaouit holl ac’hanoun, ha comprenit an dra‐man: 15Netra euz a‐ziaveaz an den hag a antre enhan, na hell hen souilla; mes ar pez a zeu er meaz euz anezhan, setu eno ar pez a souil an den. 16Mar hen deuz unan‐benag diou‐skouarn da zelaou, ra zelaouo.
17Pa oe eat en ti, goude beza kuiteet ar bobl, he ziskibien a interrojaz anezhan divarben ar barabolen‐ze. 18Hag hen a lavaraz dezhe: Daoust ha c’houi ive a zo hep ententamant? Ha na gomprenit‐hu ket penaos kement tra a‐ziaveaz hag a antre en den, na hell ket souilla anezhan? 19Rag na antre ket er galon, mes er c’hov, a be leac’h e kwez el leac’h distro, o rei da anaoud ez eo disouillet pep seurt boued. 20Lavaret a rea eta: Ar pez a zeu er meaz euz an den, setu eno ar pez a souil an den. 21Rag a ziabarz, da lavaret eo, euz a galon an dud, eo e teu ar zonjezonou fall, an avoultriachou, al libertinach, 22al lazerezou, al laeronsiou, an avaristed, ar fallenteziou, an dromplerez, al lubricite, ar zellou leun a anvi, an drouk‐komzou, an ourgouil, ar follentez. 23An holl viçou‐ze a zeu euz an diabarz, hag a souil an den.
24Ha goude, o veza eat kuit ac’hane, ez eaz var bord douar Tir ha Sidon; hag o veza eat en eun ti, e felle dezhan na vije kement‐se gouezet gant den e‐bed; mes ne hellaz ket beza kuzet.
25Rag eur vreg, hag a oa dalc’het he merc’h gant eur spered impur, o veza klevet komz anezhan, a zeuaz hag en em daolaz d’he dreid. 26Ar vreg‐se a oa Grekes, ginidic euz a Syrophenisia; hag e pedaz anezhan da gas an drouk‐spered er meaz euz he merc’h. 27Ha Jesus a lavaraz dezhi: Lez da genta ar vugale da gaoud ho gwalc’h; rag n’eo ket deread kemeret bara ar vugale, hag he deurel d’ar chass bihan. 28Mes hi a respontaz hag a lavaraz: Gwir eo, Aotrou; koulskoude ar chass bihan a zebr, dindan an daol, bruzunenou ar vugale. 29Neuze e lavaraz dezhi: Abalamour d’ar gomz‐se, kea; eat eo an drouk‐spered er meaz euz da verc’h. 30Ha pa oe distroet d’he zi, e kavaz e oa eat an drouk‐spered kuit, hag he merc’h gourvezet var ar gwele.
31Ha Jesus, o veza kuiteet broiou Tir ha Sidon, a zeuaz beteg mor Galile, en eur dremen dre vro Decapolis.
32Hag e oe digasset dezhan eun den bouzar, hag a oa dalc’het en he gomz; hag e pedent anezhan da astenn he zaouarn varnezhan. 33Hag o veza tennet anezhan a‐gostez euz a‐greiz ar bobl, e lekeaz he vizied en he ziou‐skouarn; hag o veza kemeret cranch, e touchaz ouz teod an den‐ze. 34Neuze, o sevel he zaou‐lagad etrezeg an env, ec’h huanadaz hag e lavaraz dezhan: Effatah, da lavaret eo, Digor. 35Ha rag‐tal he ziou‐skouarn a oe digoret, he deod a oe di‐liammet, hag e komze freaz.
36Ha Jesus a zifennaz outhe n’hel lavarjent da zen e‐bed; mes seul‐vui ma tifenne outhe, seul‐vui e vrudent anezhan. 37Ha souezet meurbed, e lavarent: Kement holl a ra a zo burzudus; ar c’hlevet a ro d’ar re vouzar, hag ar gomz d’ar re vud.

Currently Selected:

Sant Marc 7: JEN1897

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

Video for Sant Marc 7