Psalmou 2

2
II PSALM.
1Perag e tispac’h ar hroadou, ha perag e sonch ar bohlou e traou avelek?
2Rouéed ann douar a zo savet, hag ar brinsed a zo en em zastumet a-unan, a-eneb ann Aotrou, hag a-eneb he Grist.
3Torromp ho ereou eme-z-ho, ha tao-lomp ho c’herden pell diouz-omp.
4Ann hini a choum enn envou a c’hoarzo diwar ho fenn: hag ann Aotrou a raio goab anezho.
5Neuze hen a gom-zo out-ho enn he vu-anegez, hag e spounto anezho enn he goun-nar.
6Hogen me em euz lekeat va roué war Ziou, va menez san-tel.
7Me a zisklerio ar reiz: ann Aotrou en deuz lavaret d’in: va mab oud te, hirio em euz da c’hanet.
8Goulenn digan-en, hag e roinn d’id ar broadou da heritach, hag e vezi perc’hen da harzou ann douar.
9Te a vrevo anezho gand eur walen hou-am; hag e vruzuni anezho evel eur pod pri.
10Ha brema o rou-eed bezit fur; ke-me-rit kelen, c’houi peré a vam ann douar.
11Servichit ann Aotrou gant doujans; hag en em laouenait enn-han enn eur grena.
12Pokit d’ar Mab, gand aoun na dafe droug enn-han, ha na vec’h distrujet war ann hent, pa zeui he vuanegez d’en em en-tana nemed nebeud. Euruz ar ré holl a laka ho fisians enn-han.

Zur Zeit ausgewählt:

Psalmou 2: PS1873

Markierung

Teilen

Kopieren

None

Möchtest du deine gespeicherten Markierungen auf allen deinen Geräten sehen? Erstelle ein kostenloses Konto oder melde dich an.