Sant Lucas 22
22
CHABISTR XXII.
1Tostaad a rea gouel ar bara heb goell hanvet ar Pask. 2Ha prinsed ar veleien hag ar Scribed a glaske an tu da lakaad Jesus d’ar maro; rag aoun ho doa rag ar bobl.
3Hogen an Diaoul a antreaz en calon Judas, les‐hanvet Iscariot, pehini a oa unan euz an daouzec. 4Mond a reaz eta hag e komzaz gant prinsed ar veleien ha gant chefou ar re a ziwalle an templ, var an doare d’hen livra dezhe. 5Ar re‐man ho doe joa ouz kement‐se, hag ec’h accordjont rei arc’hant dezhan. 6Ha Judas a roaz he c’her. Hag e klaske eun occasion vad d’hen livra dezhe heb trouz.
7Koulskoude devez ar bara heb goell a erruaz en pehini e oa red laza an oan Pask. 8Ha Jesus a gassaz Per ha Ian, en eur lavaret dezhe: It da brepari ar Pask evit m’hen debrimp. 9Int a lavaraz dezhan: En pe leac’h e fell d’id e preparfemp anezhan? 10Hag e lavaraz dezhe: Pa antreot en kear, en em gavo ganeoc’h eun den o tougen eur podad dour; it var he lerc’h en ti ma c’hantreo; 11ha livirit da berc’hen an ti: Ar mestr a lavar d’id: Pe leac’h ema ar zal en pehini e tebrin ar Pask gant va diskibien? 12Hag hen a ziskouezo deoc’h eur zal vraz d’an neac’h, meublet mad; preparit eno ar Pask. 13Ar re‐man eta, o veza eat kuit, a gavaz pep‐tra evel m’hen doa lavaret dezhe, hag e preparjont ar Pask.
14Ha pa oe deuet an heur, hen en em lekeaz ouz taol, hag an daouzec abostol ganthan. 15Hag e lavaraz dezhe: Eur c’hoant vraz em boa da zibri ar Pask‐man ganeoc’h araog souffr. 16Rag me a lavar deoc’h n’hen debrin mui, ken a vezo accomplisset en rouantelez Doue. 17Hag o veza kemeret ar c’halir ha rentet grasou, e lavaraz: Kemerit anezhan, hag hen distribuit etrezoc’h. 18Rag me a lavar deoc’h, ne evin mui euz a frouez ar winien, ken a vezo deuet rouantelez Doue.
19Neuze e kemeraz bara, hag o veza rentet grasou, hen toraz hag hen roaz dezhe, en eur lavaret: He‐man eo va c’horf, pehini a zo roet evidoc’h; grit kement‐man en memor ac’hanoun. 20Er memeus doare, goude beza koaniet, e roaz dezhe ar c’halir, en eur lavaret: Ar c’halir‐man eo an allians nevez em goad, pehini a zo skuliet evidoc’h. 21Hogen, setu, dorn an hini a drahis ac’hanoun a zo ouz an daolman ganen. 22Evit ar pez a zell Mab an den, mond a ra kuit, hervez ar pez a zo bet merket; mes malheur d’an den‐ze gant pehini eo trahisset. 23Hag e commansjont da c’houlen an eil digant egile pehini anezhe a dlie ober an dra‐ze?
24Sevel a reaz ive eun disput etrezhe da c’houzout pehini anezhe a vije kemeret evit ar brassa. 25Mes Jesus a lavaraz dezhe: Rouane an nationou a zo mistri varnezhe, hag ar re a exers otorite varnezhe a zo galvet mad‐oberourien. 26Mes c’houi, na rit ket evel‐se; ha ra vezo ar brassa en ho touez evel an distera; hag an hini a c’houarn evel an hini a zo o servicha. 27Rag pehini eo ar brassa, pe an hini a zo ouz taol, pe an hini a zo o servicha? ha n’eo ket an hini a zo ouz taol eo? ha koulskoude me a zo en ho touez, evel an hini a zo o servicha. 28Hogen, evidoc’hc’houi, oc’h euz kendalc’het ganen em zentationou; 29ha me a ro deoc’h ar rouantelez, evel ma’z eo bet roet d’in gant va Zad; 30evit ma hellot debri hag eva ouz va zaol em rouantelez, ha beza azezet var droniou, o varna an daouzec tribu a Israel.
31An Aotrou a lavaraz c’hoas: Simon, Simon, setu ma hen deuz goulennet Satan tremen ac’hanoc’h dre eur c’hroe evel gwiniz. 32Mes me em euz pedet evidoud, evit na deuio ket da feiz da zemplaad. Te eta pa vezi convertisset, krenva da vreudeur. 33Ha Per a lavaraz dezhan: Aotrou, me a zo prest da vond ganez, ha d’ar prizon ha d’ar maro. 34Mes Jesus a lavaraz dezhan: Me hen lavar d’id, Per, araog ma cano ar c’hilloc hirio, e pezo nac’het teir gwech ec’h anavezez ac’hanoun.
35Neuze e lavaraz dezhe: Pa gassiz ac’hanoc’h hep na ialc’h, na bissac’h, na boutou, daoust hag eun dra‐benag a zo bet manket deoc’h? N’euz bet manket netra, eme‐z’he. 36Mes breman, eme‐z’han, an hini hen deuz eur ialc’h, ra gemero anezhi; hag ive an hini hen deuz eur sac’h; an hini n’hen deuz kleze e‐bed, ra verzo he vantel da brena unan. 37Rag hen lavaret a ran deoc’h, red eo d’ar gomz‐man a zo bet scrivet beza accomplisset enoun: Lakeat eo bet e renk an torfetourien. Ha kement a zo bet scrivet divar va fen a zo prest da c’hoarvezout. 38Hag e lever‐jont: Aotrou, setu aman daou gleze. Hag hen a lavaraz dezhe: Awalc’h eo kement‐se.
39Neuze Jesus, o veza eat er meaz, a ieaz hervez he gustum var ar Menez Olived; hag he ziskibien a ieaz var he lerc’h. 40Ha pa oe erruet eno, e lavaraz dezhe: Pedit gant aoun na gwezfec’h en tentation.
41Neuze e pellaaz diouthe var hed eun taol mean; hag o veza eat var he zaoulin, e pede, en eur lavaret: 42Va zad, pella ar c’halir‐ze diouzin, mar plij ganez! koulskoude, ra vezo great n’e ket va bolontezme mes da hini. 43Hag eun eal euz an env en em ziskouezaz dezhan evit he grenvaad. 44Hag o veza en agoni, e pede c’hoas krenvoc’h; hag e teuaz varnezhan eur c’houezen henvel ouz beradennou goad hag a zivere var an douar.
45Hag o veza savet euz he beden, e teuaz etrezeg he ziskibien, hag ho c’havaz kousket gant an dristidigez, hag e lavaraz dezhe: 46Perag e kouskit‐hu? Savit ha pedit, gant aoun da gweza, pa zeui an dentation.
47Pa oe c’hoas o komz, setu ma c’herruaz eur vanden, hag an hini a oa hanvet Judas, unan euz an daouzec, a ger‐ze araog dezhe; hag e tostaaz etrezeg Jesus evit pokat dezhan. 48Mes Jesus a lavaraz dezhan: Judas, gant eur pok eta e trahissez Mab an den?
49Hag ar re a oa var‐dro Jesus, o velet ar pez a iea da c’hoarvezoud, a lavaraz dezhan: Aotrou, ha skei a raimp‐ni gant ar c’hleze? 50Hag unan anezhe a skoaz mevel ar beleg‐braz, hag a droc’haz dezhan he skouarn deo. 51Mes Jesus, o komz, a lavaraz: Paouezit. Hag o veza touchet ouz skouarn ar mevel, e pareaz anezhan.
52Neuze Jesus a lavaraz da brinsed ar veleien, da gabitaned an templ, ha d’ar re Ancien a oa deuet da gemer anezhan: C’houi a zo deuet gant klezeier ha gant bizier, evel var lerc’h eun torfetour. 53Bemdez e oann en templ assambles ganeoc’h, ha n’hoc’h euz ket lekeet ho taouarn varnoun. Mes breman ema hoc’h heur ha galloud an devalijen.
54Neuze e crogjont enhan, hag hen kasjont ganthe, hag e rejont dezhan mond en ti ar beleg braz. Ha Per a heullie a‐ziabell.
55Ha pa ho doe great tan en kreiz ar porz, ha pa oent azezet assambles, Per a azezaz en ho zouez. 56Hag eur plac’h ouz he velet azezet e‐tal an tan, hag o sellet piz outhan, a lavaraz: He‐man a oa ive gant an den‐ze. 57Mes Per a nac’haz Jesus, en eur lavaret: Maouez, n’hen anavezan ket. 58Hag eur pennadic goude, eun all, o velet anezhan, a lavaraz: Te a zo ive deuz an dud‐se. Mes Per a lavaraz: O va den, n’ed oun ket. 59Var‐dro eun heur goude, unan all a zeuaz hag a lavaraz: Sur awalc’h, hennes a oa ive ganthan; rag Galilead eo ive. 60Ha Per a lavaraz: O va den, na ouzon ket petra a leverez. Ha rag‐tal, pa oa c’hoas o komz, ar c’hilloc a ganaz. 61An Aotrou, o veza distroet, a reaz eur zell ouz Per; ha Per a deuaz da zonj dezhan euz a gomz an Aotrou, ha penaos hen doa lavaret dezhan: Abarz ma hen devezo kanet ar c’hilloc, e pezo nac’het ac’hanoun teir gwech. 62Ha Per, o veza eat er meaz, a welaz c’houero.
63Hogen, an dud a oa crog en Jesus, a rea goab anezhan, hag a skoe ganthan; 64hag o veza he c’holoet gant eur voal, e skoent var he vizach, hag e lavarent dezhan: Difin piou hen deuz da skoet? 65Ha kalz a draou all a lavarent a‐enep dezhan, oc’h insulti anezhan.
66Ha kerkent ha ma oa deuet an deiz, conseil ar re Ancien euz ar bobl, prinsed ar veleien hag ar Scribed en em assamblaz, hag a lakaz digas Jesus en ho lez‐varn; hag e lever‐jont dezhan: 67Mar d’oud ar C’hrist, lavar deomp. Hag hen a respontaz dezhe: Mar hen lavaran deoc’h n’her c’hredfot ket; 68ha ma c’hinterrojan ac’hanoc’h, na respontot ket d’in, ha na laoskot ket ac’hanoun da vond kuit. 69Divar‐vreman Mab an den a vezo azezet en tu‐deo da c’halloud Doue. 70Hag e lever‐jont holl: Neuze eta ez oud Mab Doue? Hag hen a respontaz dezhe: Hoc’h‐unan hen lavarit; bez’ ez oun. 71Neuze e lever‐jont: Da betra hon euzni c’hoas ezom a desteni, pa’z eo gwir hon euz her c’hlevet hon‐unan deuz he c’henou?
Sélection en cours:
Sant Lucas 22: JEN1897
Surbrillance
Partager
Copier
Tu souhaites voir tes moments forts enregistrés sur tous tes appareils? Inscris-toi ou connecte-toi
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.