Psalmou 6
6
VI PSALM.
1Aotrou na damall ket ac’hanoun enn da gounnar, ha na gastiz ket ac’ hanoun enn da vuanegez.
2Az pez truez ouz-in, O Aotrou; o veza ma zounn dister: iac’-ha ac’hanoun; o veza ma eo torret nerz va eskern.
3Ha va ené a zo glac’haret meûrbed; hogen te, Aotrou, béte pegeit?
4Distro ouzin O Aotrou, ha dieub va ené; saveté ac’hanoun enn abek d’as truga-rez.
5Rak n’euz hini a gement en defé koun ac’hanod er maro; ha piou a veulo ac’hanod er bez?
6Skuizet ounn bet oc’h hirvoudi; gwalc’-hi a rinn bep noz va fled gand va daerou.
7Tévaleét eo va lagad gaud ar glac’-har; deuet eo da veza koz e kreiz va holl enebourien.
8Tec’hid diouz-in, c’houi holl peré a ra fallagriez; rag ann Aotrou en’ deuz kle-vet out mouez va gwelvan.
9Ann Aotrou en deuz klevet out va goulenn; ann Aotrou en deuz digemeret va féden.
10Ra rusio ha ra vezo enkrezet va holl enebourien: ra zistrô-int war ho c’hiz, ha ra vezint goloet a vez.
נבחרו כעת:
Psalmou 6: PS1873
הדגשה
שתף
העתק
רוצים לשמור את ההדגשות שלכם בכל המכשירים שלכם? הירשמו או היכנסו
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.