Chapa ya Youversion
Ikoni ya Utafutaji

Psalmou 9

9
IX PSALM.
1Da veuli a rinn Aotrou, gant va holl galoun: da holl vur-zudou a lavarinn.
2En em laouénaad a rinn hag e tridinn enn-od; kana a rinn d’as hano o Uc’hel meurbed.
3Pa zistro va ene-bourien war ho giz; kouez a raiont hag e vezint dispennet dira-z-od.
4Rak te ez peuz great ez ounn bet barnet gant lealded; hag em euz gounezet: azezet oud bet war da drôn, te pehini a vam hervez ar justis.
5Gourdrouzet az peuz ar broadou, distrujet az peuz ar re fallagr: lamet az peuz bo hano da vikenn, hag e am-zeriou ann amzeriou.
6O enebour, peur zismantret ec’h euz, hag ivez diskaret ar c’heriou da virviken; ar brud anezho a zo eet gant-ho da goll.
7Hogen ann Aotrou a bad davikenn; aozet en deuz he drôn evid he varn.
8Hag hen a vamo ar bed holl gand éeunder, hen a varno ar boblou gant justis.
9Hag ann Aotrou a vezo da warez d’ann den nec’het; ha da skoazel d’ezhan enn he c’hlac’har.
10Ar ré a anavez da hano a lako ho fisians enn-od rak;: n’ ec’h euz ket dilezet Aotrou ar ré az klask.
11Kanit d’ ann Aotrou pehini a choum e Sion: roit da anaout he labouriou e touez ar boblou.
12Pa zo great gant-han eunn enklask a c’hoad, sonch en deuz anezho; nankouna-c’ha ket klemm ar beorien.
13Az pez traez ouz-in Aotrou: gwel e pe c’hlac’ har ounn bet lekeat gant va enebourien, te, pehini a zav ac’ hanoun euz a zoriou ar maro.
14Evit ma roinn da anaout da holl veu-leudiou ec’harz doriou merc’h Sion: trida a rinn gand ar zilvidigez a roi d’in.
15Ar broadou a zo kouezet enn toull ho doa great: paket eo bet ho zroad el lindag ho doa antellat e kuz.
16Ann Aotrou a vezo anavezet diouc’h ar varn a rai; ar pec’her a zo bet paket e labouriou he zaouarn. Selah.
17Taolet e vezo ar becherien enn ifern, hag ann holl vroadou peré a ankounac’ ha Doué.
18Rak, na vezo ket ankounacheet ar pa-our da vikenn: espe-rans ar beorien na j vezo ket kollet dai vikenn.
19Sav Aotrou, evit n’en em stardo ket ann den; bezet barnet ar broadou dira-z-od.
20Laka Aotrou eul lezenner war-n-ezho, evit ma wezô ar broadou penaoz int i tud. Selah.

Iliyochaguliwa sasa

Psalmou 9: PS1873

Kuonyesha

Shirikisha

Nakili

None

Je, ungependa vivutio vyako vihifadhiwe kwenye vifaa vyako vyote? Jisajili au ingia