Yann 12
12
Pennad 12
Jezuz olevet gant Mari a Vetania
1C’hwec’h devezh a-raok ar Pask, Jezuz a zeuas da Vetania, e-lec’h ma oa Lazar, an hini a oa bet marv hag en doa adsavet a-douez ar re varv. 2Aozet e voe dezhañ eno ur goan. Marta a servije ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouzh taol gantañ. 3Neuze Mari, o vezañ kemeret ul lur#12:3 330 g c’hwezh-vat a nard pur eus ur priz bras, a olevas ganti treid Jezuz hag a dorchas e dreid gant he blev. An ti a voe leuniet gant c’hwezh an traet-se. 4Neuze Judaz Iskariod mab Simon, unan eus e ziskibien, an hini a dlee e zroukreiñ, a lavaras: 5Perak n’eo ket bet gwerzhet ar c’hwezh-vat-se tri c’hant diner#12:5 1 diner = pezh arc’hant roman war-dro 4 g evit o reiñ d’ar beorien? 6Lavarout a rae kement-se, n’eo ket m’en doa preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer hag, o terc’hel ar yalc’h, e kemere ar pezh a lakaed enni. 7Neuze Jezuz a lavaras: Lez anezhi, miret he deus ar c’hwezh-vat-se evit deiz va beziadur. 8Rak ho po bepred ar beorien ganeoc’h, met n’ho po ket atav ac’hanon. 9Ur vandenn vras a Yuzevien o vezañ gouezet e oa eno, a zeuas, nann hepken abalamour da Jezuz, met ivez evit gwelout Lazar en doa adsavet a-douez ar re varv. 10Ar veleien vras en em guzulias da lakaat ivez Lazar d’ar marv, 11rak kalz eus ar Yuzevien a bellaas diouto en abeg dezhañ hag a gredas e Jezuz.
Donedigezh veur Jezuz e Jeruzalem
12An deiz war-lerc’h, ul lod bras a dud deuet evit ar gouel, o klevout e teue Jezuz da Jeruzalem, 13a gemeras brankoù palmez hag a yeas a-raok dezhañ, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel a zeu en anv an Aotrou! 14Jezuz, o vezañ kavet un azenig, a bignas warnañ, hervez ma’z eo skrivet: 15Na’z pez ket aon, merc’h Sion, setu, da roue a zeu, pignet war ebeul un azenez. 16E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se, met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn hag e oant en em gavet gantañ. 17Ar vandenn a oa gantañ p’en doa galvet Lazar eus ar bez ha p’en doa e adsavet a-douez ar re varv, a roe testeni dezhañ. 18Abalamour ivez m’en doa anavezet ar bobl penaos en doa graet ar mirakl-se e oant aet a-raok dezhañ. 19Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c’hounezit netra, setu, an dud o deus aet war e lerc’h. 20Bez’ e oa un toullad Gresianed e-touez ar re a oa pignet evit azeuliñ e-pad ar gouel. 21Dont a rejont da gavout Filip eus Betsaida e Galilea hag e c’houlennjont dioutañ: Aotrou, ni a garfe gwelout Jezuz. 22Filip a zeuas hag en lavaras da Andrev, hag Andrev ha Filip en lavaras da Jezuz.
Jezuz a ziougan e varv
23Jezuz a respontas dezho: An eur a zo deuet ma tle Mab an den resev gloar. 24E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ma ne varv ket ar c’hreunenn winizh a gouezh d’an douar, e chom hec’h-unan. Met mar marv, e toug kalz a frouezh. 25An hini a gar e vuhez he c’hollo, hag an hini a gasa e vuhez er bed-mañ he miro evit ar vuhez peurbadus. 26Mar servij unan bennak ac’hanon, ra zeuio war va lerc’h, hag e-lec’h ma’z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac’hanon, an Tad a enoro anezhañ. 27Bremañ va ene a zo trubuilhet. Ha petra a lavarin? Tad, savete ac’hanon eus an eur-mañ? Met evit kement-se eo ez on deuet en eur-mañ. 28Tad, ro gloar da’z anv! Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv: Ha roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c’hoazh. 29Ar bobl a oa eno hag o doa klevet a lavaras e oa ar c’hurun. Re all a lavaras: Un ael en deus komzet outañ. 30Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: N’eo ket evidon eo deuet ar vouezh-se, met evidoc’h. 31Bremañ en em ra barnedigezh ar bed-mañ, bremañ priñs ar bed-mañ a vo taolet er-maez. 32Ha me, pa vin bet savet eus an douar, e tennin an holl da’m c’havout. 33Hogen e lavaras kement-se evit merkañ dre beseurt marv e tlee mervel. 34Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C’hrist chom da viken. Penaos eta e lavarez ez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se? 35Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. Kerzhit e-pad m’hoc’h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d’ho soupren. An hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec’h ez a. 36E-pad m’hoc’h eus ar sklêrijenn, kredit er sklêrijenn, evit ma viot bugale ar sklêrijenn. Jezuz a lavaras an traoù-se, ha goude ez eas kuit hag en em guzhas diouto.
Difeiz ar Yuzevien
37Met evitañ da vezañ graet kement a virakloù dirazo, ne gredjont ket ennañ, 38evit ma vije peurc’hraet ar ger en doa ar profed Izaia lavaret: Aotrou, piv en deus kredet d’hor prezegenn? Ha da biv eo bet diskuliet brec’h an Aotrou? 39Evel-se ne c’hellent ket krediñ, rak Izaia en deus lavaret c’hoazh: 40Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c’halon, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho. 41Izaia a lavaras an traoù-mañ, pa welas e c’hloar ha pa gomzas diwar e benn. 42Koulskoude, kalz e-touez ar re vras zoken a gredas ennañ, met n’anzavjont ket kement-se abalamour d’ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn, 43rak karout a raent muioc’h ar gloar a zeu eus an dud eget gloar Doue. 44Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon met en hini en deus va c’haset, 45hag an hini a wel ac’hanon a wel an hini an deus va c’haset. 46Me a zo deuet er bed evel ur sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon. 47Mar klev unan bennak va gerioù ha ne gred ket, ne varnan ket anezhañ, rak n’on ket deuet evit barn ar bed, met evit saveteiñ ar bed. 48An hini na’m degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner, ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ d’an deiz diwezhañ. 49Rak n’eo ket ac’hanon va-unan em eus komzet, met an Tad en deus va c’haset, en deus gourc’hemennet din ar pezh a dleen lavarout ha prezeg. 50Hag anavezout a ran penaos e c’hourc’hemenn a zo ar vuhez peurbadus. An traoù a lavaran eta, a lavaran evel m’en deus an Tad o lavaret din.
Currently Selected:
Yann 12: Koad21
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in