Genes 12
12
CHAB. XII.
1HAG an Aotrou hen doa lavaret da Abram: Kea er meaz euz da vro, lez da gerentiez ha ti da dad, ha deuz etrezeg ar vro a ziskouezin d’id.
2Ha me a lakai ac’hanoud da zond da veza eur bobl vraz, hag e roin va bennoz dïd, hag e lakin da hano da veza bruded braz hag e vezi eur vennoz d’ar re all.
3Ha me a roio va bennoz d’ar re a vennigo ac’hanoud, ha va malloz d’ar re a lako malloz var-n’oud, hag an holl famillou euz an douar a vezo benniget dre enoud.
4Abram a ieaz eta kuit, evel m’hen doa gourc’he-menet an Aotrou d’ezhan ha Lot a ieaz ganthan. Hag Abram a oa oajet a bemzeg vloaz ha ni-ugent pa ieaz kuit euz Charan.
5Hag Abram a gemeraz Saraï he c’hreg, ha Lot, mab d’he vreur, hag an holl vadou ho doa gounezet, hag an dud ho doa prenet e Charan; hag en em lakjont en hent evit mond da vro Canaan; hag e c’harrujont e bro Canaan.
6Hag Abram a dreuzaz ar vro beteg al leac’h hanvet Sichem, beteg ar vezen dero a zo e More. Hogen ar Gananeed a oa c’hoas er vro,
7hag an Aotrou en em ziskouezaz da Abraam, hag a lavaraz d’ezhan: Me a roio ar vro-man d’az lignez! Hag e savaz eno eun aoter d’an Aotrou pehini a oa en em ziskouezet d’ezhan.
8Hag o vond ac’hane etrezeg ar menez, var ar sav-heol da Vethel, e tisplegaz eno he dantennou, etre Bethel er c’huz-heol d’ezhan, hag Aï er zav-heol. Hag e savaz eno eun aoter d’an Aotrou hag en em erbedaz ouz an Aotrou.
9Ha goude-ze Abram a ieaz ac’hane pelloc’h, o vale etrezeg ar c’hreiz-deiz.
10Hogen ar gernez o veza kouezet var ar vro-ze, Abram a ziskennaz en Egypt evit tremen eno eur pennad amzer, rag garo e oa ar gernez dre ar vro.
11Ha pa oa tost da vond var douar an Egypt, e lavaraz da Saraï he c’hreg: Setu aman, gou-zoud a ran ez oud eur plac’h koant meurbed;
12hag e c’hoarvezo, pa ho devezo gwelet an Egyptianed ac hanoud, ma lavarint: Honnez eo he chreg; hag e lazint ac’hanoun-me, mes te a vezo lezet ganthe da veva.
13Lavar, me az ped, ez oud va c’hoar, evit ma vezin deuet-mad abalamour d’id, ha ma sovetain evel-se va buez.
14Ha kerkent ha ma oe arruet Abram en Egypt, an Egyptianed a velaz e oa ar vaouez-ze eur plac’h koant meurbed.
15Hag ar brinsed euz a balez Pharaon a velaz anezhi hag a veulaz anezhi dirag Pharaon, hag e oe digasset ar vaouez da di Pharaon.
16Hag Abraham a oe digemeret-mad abalamour dezhi; ne vankaz d’ezhan, na denved nag eujened, nag azened na servicherien na mitizien, nag azenezed na canvaled.
17Mes an Aotrou a skoaz Pharaon ha tud he di gant gouliou heuzuz meurbed abalamour da Saraï, greg Abram.
18Neuze Pharaon a c’halvaz Abram hag a lavaraz d’ezhan: Na petra ec’h euz-te great d’in-me? Perag n’ec’h euz-te ket discleriet d’in e oa honnez pried d’id?
19Perag ec’h euz-te lavaret: Va c’hoar eo; en hevelep doare ma em euz he c’hemeret evit pried? Breman-ta setu aze da c’hreg, kemer anezhi ha kea kuit.
20Ha Pharaon a roaz gourc’hemen divar he ben d’he dud, hag ar re-man a gassaz anezhan er meaz euz an Egypt, hen, hag he c’hreg ha kement a oa d’ezhan.
Currently Selected:
Genes 12: JEN1897
Highlight
Share
Compare
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
Published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935.