Genes 28
28
CHAB. XXVIII.
1Isaac eta a c’halvaz Jacob, a veunigaz anezhan, hag a roaz d’ezhan ar gourc’hemen-man, en eur lavaret: Diwall da gemer eur c’hreg euz a-douez merc’hed Canaan.
2Sav, kea beteg Paddan-Aram, da di Bethuel, tad da vam, ha choaz eno eur chreg evid’oud, a-douez merc’hed Laban, breur da vam.
3Ra zeuio an Doue holl-galloudec da skuilla he vennoz var-n’oud, da lakaad ar wenn ac’hanoud da greski ha da zevel ker stank ma teui da veza tad d’eun niver braz a boblou!
4 Doue da rei d’id ha d’az bugale en da c’houde ar vennoz hen deuz roet da Abraham, evit ma vezi eun deiz perc’hen an douar e pehini oud bet o chom eur pennad amzer, hag a zo bet roet ganthan da Abraham!
5Isaac neuze a reaz da Jacob en em lakaad en heut, hag he-man a ieaz da Paddan-Aram, da di Laban, mab Bethuel, an Aramead, breur da Rebecca, mam Jacob hag Esaü.
6Hogen Esaü, o velet hen devoa he dad ben-niget Jacob, hag he gasset da Paddan-Aram, evit kenieret eur c’hreg euz ar vro-ze, hag o velet, goude beza he venniget, hen devoa roet d’ezhan ar gourc’hemen-man: diwall da gemer eur pried a-douez merc’hed Canaan;
7o velet choas e oa eat Jacob da Paddan-Aram, o senti ouz he dad hag ouz he vam;
8o c’houzoud ive, e tisplije merc’hed Canaan da Isaac, he dad,
9ez eaz etrezeg Isniael; hag ouz-pen ar groagez all hen devoa, e kemeraz eno evit pried Maha-lath, merc’h da Isinael, mab Abraham, ha c’hoar da Nebajoth.
10Mes Jacob, o veza kuiteet Beer-Sheba, a ieaz da Gharan.
11Hag ec’h erruaz en eul leac’h, hag e tremenaz an noz eno, rag eat e oa an heol da guzat. Kerner a reaz eur mean divar an douar, da lakaad dindan he ben, hag en em roaz da gousket eno.
12Neuze e teuaz eun hunvre d’ezhan; gwelet a reaz eur skeul harp he zroad var an douar, hag he beg stok ouz an env; hag elez Doue o pignat hag o tisken var ar skeul-ze.
13Hag an Aotrou a oa a-uz d’ar skeul, ha setu hen o lavaret: Me eo an Aotrou, Doue Abraham, da dad, ha Doue Isaac; me a roio d’id ha d’az lignez an douar ma’z oud kousket var-n’ezhan.
14Da wenn a vezo ker stank hag ar boultren var an douar; en em asten a rai var-zu ar c’huz-heol hag ar zav-heol, var-zu an hanter-noz hag ar c’hreis-teiz; ha benniget a vezo holl famillou an douar enoud, hag en da lignez.
15Ha setu me ganez o tiwall ac’hanoud e kement leac’h m’az i; da zigas a rin adare d’ar vro-man; rag biken ne zilezin ac’hanoud ken am bezo great ar pez em euz lavaret.
16Jacob a zifunaz euz he gousk hag a lavaraz: E gwirionez an Aotrou a zo el leac’h-man, ha me na ouien doare!
17Dond a reaz aoun d’ezhan, hag e lavaraz: Na pegen spontus eo al leac’h-man! E gwi-rionez setu aman ti Doue, setu aman dor an env!
18Jacob eta, o sevel mintin-mad a gemeraz ar mean hen devoa lakeet dindan he ben, a blantaz anezhan eno evel eur peul-vean, hag a skuillaz eol var he veg.
19Hag e c’hanvaz al leac’h-se Bethel (ti Doue); mes araog he hano a oa Luza.
20Ha Jacob en em westlaz da Zoue en eur lavaret: Mar chom Doue ganen, rnar kendalc’h d’am diwall hed an hent dre behini e kerzan, ma ro d’in bara da zibri, ha dillad da viska;
21mar distroan en peoc’h da di va zad, neuze an Aotrou a vezo va Doue;
22hag ar mean-man em euz savet evit digas da zonj euz an traou-man, a vezo ti Doue; hag euz a gement tra em bezo bet diganez, O Doue, me a baeo d’id an deog!
Currently Selected:
Genes 28: JEN1897
Highlight
Share
Compare
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
Published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935.