Genes 29
29
CHAB. XXIX.
1JACOB, o vond adare gant he hent a erruaz e bro ar Zav-heol.
2Hag evel ma selle en dro d’ezhan, e velaz eur punz, ha teir banden denved gourvezet en he gichen; rag eno e vije roet da eva d’al loened, hag e oa eur mean braz o c’holo genou ar punz.
3Eno en em dastume an holl loened divar dro; neuze e vije savet ar mean divar ar punz, ha roet dour d’ezhe, he goude e vije digasset adare ar mean en he blas var-c’horre ar punz.
4Ha Jacob a lavaraz d’ar bastored: Va breu-deur, euz a be leac’h oc’h-hu? Euz a Gharan, eme-z’he.
5Hag hen o c’houlen diganthe: Hag anaoud a rit-hu Laban, mab da Nachor? Ar re-man a respontaz: Ia! hen anaoud a reomp.
6Jacob a c’houlennaz adare: Ha iac’h eo Laban? hag e leverjont dezhan: Iac’h eo; ha setu aze Rachel, he verc’h, o tond aman gant he loened.
7Ha Jacob a lavaraz d’ezhe: An deiz a zo huel c’hoas, re a-bred eo kas al loened d’ho c’hreier; roit eta da eva d’an denved ha kassit anezhe adare da beuri.
8Ar bastored a respontaz: N’hellomp ket ober an dra-ze ken a vezo en em gavet aman an holl loened; neuze e vezo savet ar mean divar-chorre ar punz hag e c’hellimp rei dour d’hon loened.
9Pa oa c’hoas o komz ganthe, setu Rachel o tond gant denved he zad; rag hi he-unan a oa ive pastorez.
10Kerkent ha ma velaz Rachel, merc’h da Laban, breur he vam, ha loened Laban, breur he vam, Jacob a dosteaz, a lammaz ar mean divar-c’horre ar punz hag a roaz da eva da zenved Laban, breur he vam.
11Ha Jacob a bokaz da Rachel; hag o sevel he vouez e commansaz da ouela.
12Jacob a roaz da anaoud da Rachel e oa euz kerent he zad, ha mab da Rebecca; hag hi kerkent a redaz da gas ar c’helou-ze d’he zad.
13Kerkent ha ma klevaz Laban komz divarben Jacob, mab he c’hoar, e redaz var-zu enhan, her briataz, hag o veza poket d’ezhan, hen digassaz ganthan d’he di; ha Jacob a gontaz da Laban an holl draou-ze var ho hed.
14Ha Laban a lavaraz d’ezhan: E gwirionez te a zo va askorn ha va c’hig; hag e chomaz ganthan epad eur mis.
15Neuze Laban a lavaraz da Jacob: Varzigare ma’z oud breur d’in, n’e ket red d’id va zervicha evit netra? Lavar d’in pebez gobr a fell d’id?
16Hogen Laban hen devoa diou verch, ar gossa hanvet Lea, hag ar yaouanka hanvet Rachel.
17Mes Lea a oa tener he daou-lagad, ha Rachel a oa eur plac’h kaer ha koant.
18Jacob, o veza ma karie Rachel, a lavaraz: Seiz vloaz servich a rin d’id, evit kaoud Rachel, da verc’h yaouanka.
19Ha Laban a Tespontaz: Gwell eo ganen he rei d’id, eged da eun all; choum eta em zi.
20Jacob eta a zervichaz seiz vloaz evit Rachel, hag e kavaz an amzer-ze ker ber hag eun neubeudic deiziou hep-ken, rag carantez hen doa evithi.
21Ha Jacob a lavaraz da Laban: Ro d’in va fried, rag echu eo va amzer, hag ez in da chom ganthi.
22Neuze Laban a bedaz holl dud ar vro-ze, hâg a reaz eur fest.
23Ha pa oa deuet an noz, e kemeraz Lea, he verc’h, he c’hassaz da Jacob pehini a zeuaz d’he c’havoud.
24Ha Laban a roaz he vatez Zilpa evit matez da Lea, ’he verc’h.
25Pa oe deuet ar mintin Jacob a velaz e oa Lea ganthan, hag e lavaraz da Laban: Petra eo an dra-man ec’h euz-te great d’in? Ha n’eo ket evit Rachel em euz-me da zervichet? Perag ec’h euz-te tromplet ac’hanoun?
26Laban a respontaz: N’ema ket ar c’his en hor bro-ni, pa zimezomp hor merc’hed, da rei ar yaouanka araog an hini gossa.
27Gra da zizun gant hou-man hag e vezo roet d’id ive eben evit seiz vloaz-all a zervich, a ri d’in c’hoas.
28Ha Jacob a reaz evel-se; achui a reaz sizun-vez Lea ha neuze Laban a roaz d’ezhan Rachel, he verc’h, da bried.
29Ha Laban a roaz he vatez Bilha da vâtez d’he verc’h Rachel.
30Dond a reaz eta da gavoud Rachel, hag e caraz anezhi muioc’h eged Lea, hag e servichaz c’hoas e ti Laban seiz vloaz-all.
31Ha Doue o velet e oa disprizet Lea gant Jacob, a roaz da hou-man ar c’hras da gaoud bugale; mes Rachel n’he devoa bugel e-bed.
32Lea a goncevaz, hag a c’hanaz eur mab da behini e roaz an hano a Ruben (setu eur mab)! Rag, eme-z’hi, an Aotrou hen deuz gwelet an disprij a zo great ouz’in; breman va fried a garo ac’hanoun.
33Dond a reaz da veza dougerez eun eil gwech hag e c’hanaz eur mab, hag e lavaraz: An Aotrou, o veza gwelet e oan disprijet, hen deuz roet c’hoas he-man d’in; hag e c’hanvaz anezhan Simeon (aotreet).
34Dond a reaz da veza dougerez eun deirved gwech, hag e c’hanaz c’hoas eur mab, hag e lavaraz: Breman a-vad e vezo startoc’h ar garantez etre va goaz ha me, dre ma em euz roet d’ezhan tri mab; setu perag e oe hanvet Levi (carantez).
35Dond a reaz da veza dougerez evit ar bederved gwech, hag he devoe c’hoas eur mab, hag e lavaraz: Breman me veulo an Aotrou; dre-ze e c’hanvaz anezhan Juda (mezdeudï). Hag e chomaz neuze hep kaoud bugale.
Currently Selected:
Genes 29: JEN1897
Highlight
Share
Compare
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
Published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935.