Sant Vaze 27
27
CHABISTR XXVII.
1Kerkent ha ma oe deiz, holl brinsed ar veleien ha re Ancien ar bobl en em guzuliaz a‐enep Jesus evit hen lakaad d’ar maro. 2Ha goude beza ereet anezhan, e kasjont anezhan hag hen livrjont da Bons‐Pilat, ar gouarner.
3Neuze Judas, pehini hen doa trahisset anezhan, o velet e oa condaonet, a zeuaz keuz dezhan hag a zigassaz an tregont pez arc’hant da brinsed ar veleien ha d’ar re Ancien, en eur lavaret: 4Pec’het em euz; trahisset em euz ar goad innosant. Mes int a lavaraz: Petra a ra an dra‐ze deomp‐ni? Kement‐se a zell ouzidte. 5Neuze, goude m’hen doe sklapet ar peziou arc’hant en templ, e sortiaz ac’hane, hag o veza eat kuit, en em grougaz.
6Prinsed ar veleien, o veza kemeret ar peziou arc’hant, a lavaraz: N’eo ket permetet lakaad anezhe ebarz an tenzor, rag an arc’hant‐se eo priz ar goad. 7Ha goude m’ho doe en em guzuliet, e prenjont park eur poder, evit interri an estranjourien. 8Abalamour da ze ar park‐se a zo c’hoas kanvet hirio Park ar goad. 9Neuze e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre Jeremi, ar profet, en eur lavaret: Kemeret ho deuz an tregont pez arc’hant, priz an hini a zo bet lakeat he priz, euz an hini a zo bet lakeat he priz gant bugale Israel, 10hag ho deuz roet anezhe evit park ar poder, hervez ma oa bet kemennet d’in gant an Aotrou.
11Hogen, Jesus a zeuaz dirag ar gouarner, hag ar gouarner a c’houlennaz diganthan, en eur lavaret: Ha te eo roue ar Judevien? Ha Jesus a lavaraz dezhan: Hen lavaret a rez. 12Ha pa oe tamallet gant prinsed ar veleien hag ar re Ancien, na respontaz netra. 13Neuze Pilat a lavaraz dezhan: Ha na glevez‐te ket pegement a draou a desteniont a‐enep d’id? 14Mes Jesus na respontaz ket eur ger dezhan; en hevelep doare ma oa souezet meurbed ar gouarner.
15Hogen, ar gouarner hen doa ar c’hustum, bep gwech ma teue gouel Pask, da leuskel d’ar bobl unan euz ar brizonierien, an hini a c’hoantaent kaoud. 16Ha neuze ho doa eur prizonier gwall‐vrudet, a c’halvet Barabbas. 17Evel ma oant assamblet, Pilat a lavaraz dezhe: Pe hini a fell deoc’h a laoskfen ganeoc’h, Barabbas, pe Jesus a c’halver Christ? 18Rag gouzoud a rea dre jalouzi e oa ho doa livret anezhan.
19Hogen e‐pad ma oa azezet var he dribunal, he vreg a gassaz eur re‐benag da lavaret dezhan: Diwall da zourcial deuz ar pez a zell ouz an den just‐se; rag eun huvre em euz bet hirio divar he ben hag hen deuz great kalz a boan d’in.
20Mes prinsed ar veleien hag ar re Ancien a reaz d’ar bobl goulen Barabbas, ha lakaad koll Jesus. 21Hag ar gouarner, o komz adare, a lavaraz dezhe: Pe hini anezhe ho daou a fell deoc’h a laoskfen deoc’h? Hag e respontjont: Barabbas. 22Pilat a lavaraz dezhe: Petra a rin‐me eta euz a Jesus a c’halver Christ? Holl e leverjont dezhan: Ra vezo crucifiet. 23Hag ar gouarner a lavaraz: Mes pe seurt drouk hen deuz‐han great? Neuze e crijont c’hoas krenvoc’h, en eur lavaret: Ra vezo crucifiet. 24Pa velaz Pilat penaos na c’houneze netra, mes e creske an trubuil, e kemeraz dour, hag e walc’haz he zaouarn dirag ar bobl, en eur lavaret: Me a zo net euz a voad an den just‐se; ouzoc’h‐c’houi e sell kement‐se. 25Hag ar bobl holl a respontaz: Ra gwezo he voad varnomp‐ni, ha var hor bugale!
26Neuze e laoskaz ganthe Barabbas, ha goude m’hen doa lakeat skourjeza Jesus, e livraz anezhan dezhe da veza crucifiet.
27Neuze ar zoudarded a gassaz Jesus da balez ar gouarner, hag e tastumjont var he dro an holl vanden soudarded. 28Ha goude beza divisket anezhan, e lekejont en‐dro dezhan eur vantel bourpr. 29Hag o veza great eur gurunen gant spern, e lekejont anezhi var he ben, gant eur gorzen en he zorn deô, hag o plega ho glin dirazhan, e rent goab anezhan, en eur lavaret: Salud roue ar Judevien. 30Hag o cranchat outhan, e kemerent ar gorzen, hag e skoent ganthan var he ben. 31Goude m’ho doe great goab anezhan evel‐se, e tennjont ar vantel divarnezhan, hag e wiskjont anezhan gant he zillad he‐unan, hag e kasjont anezhan evit hen crucifia.
32Pa oent o tond er meaz, e kavjont eun den euz a Ziren, hanvet Simon, hag e rejont dezhan dougen croaz Jesus. 33Hag o veza erruet en eul leac’h galvet Golgotha, da lavaret eo, leac’h ar pen‐maro, e rojont dezhan da eva gwin‐egr mesket gant ar vestl; 34mes pa hen doe he danveet, na fellaz ket dezhan eva.
35Ha goude m’ho doe staget anezhan ouz ar groaz, e rejont partach var he zillad, en eur denna d’ar sort varnezhe; evit ma vije accomplisset ar pez a zo bet lavaret dre ar profet: Partajet ho deuz va dillad etrezhe, ha tennet ho deuz d’ar sort var va zae. 36Hag o veza azezet, e tiwallent anezhan eno. 37Lakaad a rejont ive a‐uz d’he ben eur scrid evit rei da anaoud ar sujet euz he gondaonation: he‐man eo jesus roue ar judevien.
38Crucifiet e oe assambles ganthan daou laër, unan a‐zeô, hag egile a‐gleiz.
39Hag ar re a dremene a zrouk‐komze diouthan en eur hija ho fen, hag e lavarent: 40Te pehini a ziskar an templ, hag a zav anezhan en tri devez, en em zaveta da‐unan; mar d’oud Mab Doue, disken euz ar groaz. 41Er memeus doare ive prinsed ar velein, ar Scribed hag ar re Ancien, a rea goab anezhan en eur lavaret: 42Ar re all hen deuz saveteet, ha na hell ket en em zavetei he‐unan. Mar d’eo roue Israel, ra ziskenno eta breman euz ar groaz, ha ni a gredo enhan. 43Lakeat hen deuz he fizians en Doue; mar kar Doue anezhan, delivro eta anezhan breman, pa’z eo gwir hen deuz lavaret: Me eo Mab Doue. 44Al laeron pere a oa bet crucifiet assembles ganthan, a rea dezhan an hevelep rebechou.
45Hogen, adaleg ar c’houec’hved beteg an naoved heur, e oa goloet an douar holl a devalijen.
46Hag e‐tro an naoved heur, Jesus a griaz gant eur vouez krenv, en eur lavaret: Eli, Eli, lama sabachthani? da lavaret eo: Va Doue, va Doue, perag ec’h euz‐te va dilezet? 47Hag hinienou euz ar re a oa eno, o veza klevet anezhan a lavaraz: He‐man a c’halv Elias. 48Ha rag‐tal unan anezhe a redaz, hag a gemeraz eur spoue, hag o veza he leuniet a win‐egr, hel lekeaz e pen eur gorzen, hag e roaz dezhan da eva. 49Mes ar re all a lavare: Lest, gwelomp ha dond a raio Elias d’he zavetei.
50Neuze Jesus, o veza criet adare gant eur vouez krenv, a rentaz he spered.
51Er memeus amzer ar voal euz an templ en em rogaz en daou hanter, adaleg an neac’h beteg an traoun, an douar a grenaz, hag ar rec’hier a fraillaz, 52ar beziou a zigoraz, ha kalz a gorfou zent, pere a oa maro, a resussitaz; 53hag o veza deuet er meaz euz ho beziou goude he resurrection, ez ejont er gear zantel, hag e oent gwelet gant kalz a dud.
54Neuze ar c’hantener hag ar re a oa ganthan o tiwall Jesus, pa veljont an douar o krena ha kement a oa c’hoarvezet, a oe spountet braz, hag a lavaraz: E gwirionez, he‐man a oa Mab Doue.
55Bez’ e oa eno kalz a c’hragez pere a zelle a‐ziabell, hag ho doa heuliet Jesus adaleg ar C’halile oc’h he zervicha; 56en ho zouez e oa Mari Magdalen, ha Mari, mam Jakes ha Joses, ha mam mibien Zebede.
57Ha diouz an abardaez, e teuaz eun den pinvidic euz a Arimathe, hanvet Josef, pehini a oa bet ive diskibl da Jesus; he‐man a ieaz da gavout Pilat hag a c’houlennaz corf Jesus; 58ha Pilat a c’hourc’hemenaz hen rei dezhan. 59Goude m’hen doa Josef kemeret ar c’horf, e lienaz anezhan gant eul linsel wenn, 60hag e lekeaz anezhan en eur bez nevez hen doa great toulla er roc’h evithan he‐unan; ha goude beza ruliet eur mean braz ouz dor ar bez, ez eaz kuit. 61Ha Mari Magdalen, hag ar Mari all, a oa azezet eno dirag ar bez.
62An deiz varlerc’h, da lavaret eo, an deiz goude preparation ar sabbat, prinsed ar veleien hag ar Farizianed a ieaz assambles da gavout Pilat, hag e leverjont dezhan: 63Aotrou, deuet eo da vemor deomp penaos an trompler‐ze a lavare pa oa beo: A‐ben tri devez me a resussito. 64Gourc’hemen eta ma vezo diwallet‐mad ar bez beteg an trede deiz, gant aoun na zeufe he ziskibien en noz da laerez anezhan, ha na lavarfent d’ar bobl: Savet eo a‐douez ar re varo. An dromplerez diveza‐man a vez gwassoc’h eget ar c’henta. 65Pilat a lavaraz dezhe: Bez’ hoc’h euz gwarded; it, ha diwallit anezhan evel ma karfet. 66Mond a rejont eta kuit, hag e lekejont sur ar bez, en eur siella ar mean, hag o lakaad gwarded en dro dezhan.
Currently Selected:
Sant Vaze 27: JEN1897
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.