1
Sant Ian 19:30
Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
Ha pa hen doe Jesus kemeret ar gwin‐egr, e lavaraz: Peur‐c’hreat eo pep tra. Hag o veza pleget he ben, e rentaz ar spered.
Comparer
Explorer Sant Ian 19:30
2
Sant Ian 19:28
Goude‐ze, Jesus, o velet e oa peur‐c’hreat pep tra, evit ma vije accomplisset ar Scritur, a lavaraz: Sec’hed em euz.
Explorer Sant Ian 19:28
3
Sant Ian 19:26-27
Jesus eta, o velet he vam hag en he c’hichen an diskibl karet ganthan, a lavaraz d’he vam: Greg, setu aze da vab. Neuze e lavaraz d’an diskibl: Setu aze da vam. Hag adaleg an heur‐ze, an diskibl‐ze he c’hemeraz en he di.
Explorer Sant Ian 19:26-27
4
Sant Ian 19:33-34
Mes, o veza deuet da gichen Jesus, pa veljont penaos e oa dija maro, na dorjont ket he ziou‐esker dezhan. Mes unan euz ar zoudarded a doullaz he gostez dezhan gant eul lanç, ha rag‐tal e teuaz anezhan goad ha dour.
Explorer Sant Ian 19:33-34
5
Sant Ian 19:36-37
Hogen, an traou‐ze a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar Scritur: Askorn e‐bed dezhan na vezo torret. Hag el leac’h all ar Scritur a lavar c’hoas: Gwelet a raint an hini ho deuz toullet.
Explorer Sant Ian 19:36-37
6
Sant Ian 19:17
Ha Jesus, o tougen he groaz, a zeuaz d’al leac’h a zo galvet leac’h ar Pen‐maro, hag a zo galvet en hebrach Golgotha
Explorer Sant Ian 19:17
7
Sant Ian 19:2
Hag ar zoudarded o veza great eur gurunen spern, a lakeaz anezhi var he ben, hag e lekejont en‐dro dezhan eur vantel bourpr.
Explorer Sant Ian 19:2
Accueil
Bible
Plans
Vidéos