1
Sant Lucas 17:19
Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
Neuze e lavaraz dezhan: Sav alese, kea, da feiz hen deuz da zaveteet.
Usporedi
Istraži Sant Lucas 17:19
2
Sant Lucas 17:4
Ha mar hen deuz pec’het enep d’id seiz gwech en deiz ha mar teu seiz gwech en deiz‐ze da zistrei ouzid, ha da lavaret: Keuz em euz; pardon dezhan.
Istraži Sant Lucas 17:4
3
Sant Lucas 17:15-16
Hag unan anezhe, o velet e oa rentet pare, a zistroaz var he c’hiz en eur veuli Doue a vouez huel; hag en em daolaz e c’harz treid Jesus, he visach ouz an douar, o renta grasou dezhan. Hogen he‐man a oa eur Samaritan.
Istraži Sant Lucas 17:15-16
4
Sant Lucas 17:3
Likit evez ouzoc’h hoc’h‐unan. Mar hen deuz pec’het da vreur en da enep, repren anezhan; ha mar hen deuz keuz, pardon dezhan.
Istraži Sant Lucas 17:3
5
Sant Lucas 17:17
Jesus o komz outhan, a lavaraz: Ha n’inthi ket bet pareet ho dek? Peleac’h eta eo choumet an nao all?
Istraži Sant Lucas 17:17
6
Sant Lucas 17:6
Hag an Aotrou a lavaraz: Mar ho pije eur feiz ker braz hag eur c’hreunen sezo, e lavarjac’h d’ar vezen zicomor‐man: En em difram ac’halen ha kea d’en em blanta er mor; ar vezen a zentfe ouzoc’h.
Istraži Sant Lucas 17:6
7
Sant Lucas 17:33
Piou‐benag a glasko savetei he vuez, he c’hollo; ha piou‐benag a gollo anezhi, he c’havo.
Istraži Sant Lucas 17:33
8
Sant Lucas 17:1-2
Jesus a lavaraz ive d’he ziskibien: Red eo e c’hoarvezfe skoueriou fall; koulskoude malheur d’an hini a ro skouer fall. Gwelloc’h e vez dezhan ma vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag ma vez taolet er mor, eged ma rofe skouer fall da hini euz ar re vihan‐man.
Istraži Sant Lucas 17:1-2
9
Sant Lucas 17:26-27
Hag ar pez a c’hoarvezaz en deiziou Noe, a c’hoarvezo ive en amzer Mab an den: an dud a zebre, a eve, a zimeze, hag a roe en priedelez, beteg an deiz ma c’hantreaz Noe ebarz an arc’h; hag an diluch a zeuaz hag ho distrujaz holl.
Istraži Sant Lucas 17:26-27
Početna
Biblija
Planovi
Filmići