Chapa ya Youversion
Ikoni ya Utafutaji

Sant Ian 18

18
CHABISTR XVIII.
1Goude m’hen doe lavaret Jesus an traou‐ze, ez eaz gant he ziskibien en tu all da ster Cedron. Eno e oa eur jardin, hag ec’h antreaz ebarz gant he ziskibien.
2Judas, an hini a drahisse anezhan, a anaveze ive al leac’h‐ze, rag Jesus a oa bet eno alies assambles gant he ziskibien. 3Judas eta, o veza kemeret ar vanden soudarded hag ar serjanted euz a‐berz prinsed ar veleien hag ar Farizianed, a zeuaz di gant leternou, gant torchadou‐goulou ha gant armou. 4Ha Jesus, o c’houzout kement a dlie c’hoarvezout ganthan, a ieaz etrezeg enhe, hag a lavaraz dezhe: Piou a glaskit‐hu? 5Respont a rejont dezhan: Jesus a Nazaret. Jesus a lavaraz dezhe: Me eo. Ha Judas, an hini a drahisse anezhan, a oa ive ganthe. 6Hogen, kerkent ha m’hen doe lavaret dezhe: Me eo, ez ejont a‐dre hag e kouezjont d’an douar. 7Goulen a reaz diganthe c’hoas eur vech all: Piou a glaskit‐hu? Hag int a lavaraz adare: Jesus a Nazaret. 8Jesus a respontaz: Hen lavaret em euz deoc’h: Me eo; mar d’eo me eta a glaskit, list ar re‐man da vond kuit. 9Kement‐man a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar gomz‐man hen doa lavaret: N’em euz kollet hini euz ar re ec’h euz roet d’in.
10Neuze Simon Per, a oa ganthan eur c’hleze, a dennaz anezhan, hag a skoaz ganthan mevel ar beleg‐braz, hag a droc’haz dezhan he skouarn deo; hag hano ar mevel‐ze a oa Malchus. 11Mes Jesus a lavaraz da Ber: Laka da gleze en he foureo; daoust ha na evin‐me ket ar c’halir hen deuz roet an Tad d’in da eva?
12Neuze ar vanden soudarded, ar c’habiten ha serjanted ar Judevien a gemeraz Jesus hag a ereaz anezhan, 13hag e kasjont anezhan da genta da di Annas, rag Annas a oa tad‐kaer da Gaïphas, pehini a oa beleg‐braz er bloaz‐ze. 14Hogen, Caïphas a oa an hini hen doa roet an ali‐man d’ar Judevien: Talvoudec eo e varvfe eun den evit ar bobl.
15Hogen Simon Per, hag eun diskibl all, ho doa heulliet Jesus. Hag an diskibl‐ze a oa anavezet gant ar beleg‐braz; hag ec’h antreaz gant Jesus e palez ar beleg‐braz. 16Mes Per a oa choumet er meaz e‐tal an nor. An diskibl all, pehini a oa anavezet gant ar beleg‐braz, a ieaz eta er meaz, a gomzaz gant ar borzierez, hag a lekeaz Per da antren. 17Hag ar plac’h a oa porzierez, a lavaraz da Ber: Ha n’oud‐de ket ive euz a ziskibien an den‐ze? Hen a lavaraz: N’ed oun ket. 18Hag ar servicherien hag ar serjanted a oa eno, ho doa great tan da domma, rag ien e oa an amzer, hag e tomment. Ha Per a oa ganthe, o tomma ive.
19Hag ar beleg‐braz a interrojaz Jesus divarben he ziskibien, ha divarben he zoctrin. 20Jesus a respontaz dezhan: Komzet em euz sclear d’ar bed; kelennet em euz bepred er sinagog hag en templ, el leac’h m’en em zastum ar Judevien holl euz a bep leac’h, ha n’em euz lavaret netra en‐kuz. 21Perag ec’h interrojez‐te ac’hanoun? Goulen digant ar re ho deuz klevet ac’hanoun, petra em euz lavaret dezhe; ar re‐ze a oar petra em euz lavaret.
22Pa hen doe lavaret kement‐se, unan euz ar serjanted a roaz eur javedad da Jesus, en eur lavaret dezhan: Hag evel‐se eo e respontez‐te d’ar beleg‐braz? 23Jesus a respontaz dezhan: Mar em euz gwall‐gomzet, diskouez petra a fall em euz lavaret; mes mar em euz komzet mad, perag e skoez‐te ac’hanoun? 24Hag Annas a gassaz anezhan ereet da Gaïphas, ar beleg‐braz.
25Ha Simon Per a oa eno, o tomma; hag e leverjont dezhan: Ha n’oud‐de ket ive euz he ziskibien? Hen nac’h a reaz, hag e lavaraz: N’oun ket. 26Hag unan euz a zervicherien ar beleg‐braz, a oa euz kerent an hini a oa bet troc’het he skouarn dezhan gant Per, a lavaraz dezhan: Ha n’em euz‐me ket gwelet ac’hanoud ganthan er jardin? 27Neuze Per a nac’haz adare; ha rag‐tal ar c’hilloc a ganaz.
28Neuze e kasjont Jesus euz a di Gaïphas d’ar pretouar; an dra‐man a oa deuz ar beure, ha na antrejont ket er pretouar, gant aoun d’en em souilla hag evit gallout debri ar Pask.
29Pilat eta a zeuaz er meaz d’ho c’havoud, hag a lavaraz dezhe: Petra a damallit‐hu d’an den‐man? 30Respont a rejont dezhan: Ma na vije ket hennes eun torfetour, n’hor bije ket livret anezhan d’id. 31Pilat a lavaraz dezhe: Kemerit‐hen hoc’h‐unan, ha barnit‐hen hervez ho lezen. Ar Judevien a lavaraz dezhan: N’eo ket permetet deomp lakaad eun den d’ar maro. 32Kement‐man a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar gomz hen doa lavaret Jesus, o tiscleria dre be seurt maro e tlie mervel.
33Neuze Pilat a antreaz adare er pretouar, hag o veza lakeat gervel Jesus, e lavaraz dezhan: Ha te eo roue ar Judevien? 34Jesus a respontaz dezhan: Hag ac’hanoud da‐unan eo e leverez‐te kement‐se ac’hanoun, pe re all ho deuz hen lavaret d’id? 35Pilat a respontaz: Hag eur Judeo oun‐me! Tud da vro da‐unan ha prinsed ar veleien ho deuz da livret d’in; petra ec’h euz‐te great? 36Jesus a respontaz: Va rouantelez n’eo ket euz ar bed‐man; ma vije va rouantelez euz ar bed‐man, va zervicherien a gombatje evit na vijen ket livret d’ar Judevien; mes breman va rouantelez n’ema ket euz ar bed‐man. 37Neuze Pilat a lavaraz dezhan: Roue oud eta? Jesus a respontaz: Te hen lavar; roue oun, evit an dra‐ze eo ez oun ganet, ha deuet oun er bed evit renta testeni d’ar wirionez. Kement hini a zo euz ar wirionez a zelaou va mouez. 38Pilat a lavaraz dezhan: Petra eo ar wirionez?
Ha goude beza lavaret kement‐se, ez eaz er meaz adare da gavoud ar Judevien, hag e lavaraz dezhe: Ne gavan crim e‐bed en den‐ze. 39Hogen, evel ma ema ar c’hiz en ho touez e laoskfen en liberte eur prizonier‐benag en amzer ar Pask, ha c’houi a fell deoc’h e laoskfen deoc’h roue ar Judevien? 40Neuze e crijont holl adare: Nann, n’e ket he‐man; mes Barabbas: Hogen Barabbas a oa eun torfetour.

Iliyochaguliwa sasa

Sant Ian 18: JEN1897

Kuonyesha

Shirikisha

Nakili

None

Je, ungependa vivutio vyako vihifadhiwe kwenye vifaa vyako vyote? Jisajili au ingia