Sant Vaze 2
2
CHABISTR II.
1Jesus o veza ganet en Bethlehem, kear euz a Juda, en amzer ar roue Herodes, 2setu e teuaz majed euz ar Zaoâheol da Jerusalem, en eur lavaret: Pe leacâh eman an hini a zo ganet da roue dâar Judevien? rag gwelet hon euz he stereden er Zaoâheol, hag ez omp deuet dâhen adori. 3Ar roue Herodes, o veza klevet kementâse, a oe troublet, ha Jerusalem holl ganthan. 4Hag o veza assamblet holl brinsed ar veleien, ha Scribed ar bobl, e câhoulennaz diganthe pe leacâh e tlie genel ar Câhrist. 5Hag int a lavaraz dezhan: En Bethlehem, euz a Juda; rag evelâhen eo bet scrivet dre ar profet: 6Ha te, Bethlehem, douar Juda, nâoud ket an distera eâtouez ar câheariou kenta euz a Juda; rag acâhanoud eo e teui ar Rener pehini a reno va fobl Israel.
7Neuze Herodes, o veza galvet ar majed eâkuz, a câhoulennaz gant preder diganthe e pe amzer ho doa gwelet ar stereden; 8hag o kas anezhe da Vethlehem, e lavaraz: It, ha goulennit gant preder divarben ar bugel bihan, ha pa ho pezo kavet anezhan, livirit dâin, evit maâz inâme ive dâhen adori. 9Ar reâman eta, goude beza klevet ar roue, a bartiaz; ha setu, ar stereden ho doa gwelet er Zaoâheol a iea en ho raog, bete ma teuaz, ha ma choumaz aâuz al leacâh ma oa ar bugel bihan. 10Ha pa veljont ar stereden, e oe karget ho câhalon gant eur joa vraz. 11Hag o veza eat en ti, e kavjont ar bugel gant Mari he vam; hag ocâh en em brosterni dirazhan, ecâh adorjont anezhan; ha goude beza digoret ho zenzoriou, e rojont dezhan prezanchou, aour, ezans ha mirrh. 12Hag o veza bet avertisset gant Doue, dre eun huvre, na zistrojent ket da gavout Herodes, e tistrojont dâho bro dre eun hent all.
13Pa oant eat kuit, eun eal aâberz an Aotrou en em ziskouezaz da Josef, dre eun huvre, o lavaret: Sav; kemer ar bugel bihan hag he vam, ha tecâh en Ejypt, ha choum eno ken a livirin dâid; rag Herodes a glasko ar bugel evit hen lakaad dâar maro. 14Josef, o veza savet, a gemeraz ar bugel bihan hag he vam, en noz, hag en em dennaz en Ejypt. 15Hag e choumaz eno bete ma varvaz Herodes. Evelâse e oe accomplisset ar pez hen doa lavaret an Aotrou dre ar profet evelâhen: Galvet em euz va mab euz an Ejypt.
16Neuze Herodes, pa velaz ho doa ar majed great goab anezhan, a oe en coler vraz, hag e kassaz tud da laza en Bethlehem hag en he holl vro, an holl vugale a zaou vloaz hag izelocâh, hervez an amzer mâhen doa goulennet gant preder digant ar majed. 17Neuze e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar profet Jeremias: 18Klevet a zo bet en Rama criadennou, hirvoudou, gwelvan ha klemmou braz: Rachel o wela dâhe bugale; ha na felle ket dezhi beza consolet, abalamour nâemaint mui.
19Mes pa oe maro Herodes, setu, eun eal aâberz an Aotrou en em ziskouezaz dre eun huvre da Josef, en Ejypt, o lavaret: Sav, kemer ar bugel bihan hag he vam, 20ha distro da vro Israel; rag ar re a glaske lemmel he vuez digant ar bugel a zo maro. 21Josef eta, o veza savet, a gemeraz ar bugel hag he vam, hag a zeuaz en douar Israel. 22Mes, pa glevaz e oa ArkelaĂŒs o rĂȘn er Jude e plas he dad Herodes, hen doe aoun da vond di, hag o veza bet avertisset gant Doue dre eun huvre, en em dennaz e costeziou Galile, 23hag o veza deuet, e choumaz en eur gear galvet Nazaret; hag evelâse e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar brofeted: Galvet e vezo Nazaread.
Tans Gekies:
Sant Vaze 2: JEN1897
Kleurmerk
Deel
Kopieer

Wil jy jou kleurmerke oor al jou toestelle gestoor hĂȘ? Teken in of teken aan
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.