Lukaz 10
10
Pennad 10
An dek ha tri-ugent kaset e mision
1Goude-se, an Aotrou a zilennas c’hoazh dek ha tri-ugent all hag o c’hasas daou ha daou a-raok dezhañ en holl gêrioù hag en holl lec’hioù ma tlee mont e-unan. 2Hag e lavaras dezho: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost. 3It, setu, e kasan ac’hanoc’h evel oaned e-touez bleizi. 4Na zougit na yalc’h, na sac’h, na botoù, ha na saludit den en hent. 5E peseurt ti bennak ma’c’h antreot, lavarit da gentañ: Ra vo ar peoc’h war an ti-mañ! 6Mar d-eus eno ur bugel a beoc’h, ho peoc’h a chomo warnañ, mar n’eus ket e tistroio deoc’h. 7Chomit en ti-se, o tebriñ hag oc’h evañ ar pezh a vo roet deoc’h, rak al labourer a zo dleet dezhañ e c’hopr. Na dremenit ket eus un eil ti d’egile. 8E peseurt kêr bennak ma’z eot ha ma viot degemeret enni, debrit ar pezh a vo kinniget deoc’h, 9yac’hait ar re glañv a vo eno ha lavarit dezho: Rouantelezh Doue a zo deuet tost ouzhoc’h. 10Met e peseurt kêr bennak ma’z eot ha ma ne viot ket degemeret, it er straedoù ha lavarit: 11Hejañ a reomp a-enep deoc’h ar poultr zoken a zo staget ouzhimp en ho kêr. Gouezit koulskoude penaos rouantelezh Doue a zo tostaet ouzhoc’h. 12Me a lavar deoc’h penaos en deiz-se, e vo dousoc’h da Sodom eget d’ar gêr-se.
Diwar-benn kêrioù n’o deus ket bet keuz
13Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac’h hag al ludu. 14Abalamour da-se, e deiz ar varn, e vo dousoc’h da Dir ha da Sidon eget deoc’h. 15Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec’h ar marv. 16An neb a selaou ac’hanoc’h, a selaou ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanoc’h, a zispriz ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanon, a zispriz an hini en deus va c’haset.
Distro an dek ha tri-ugent
17An dek ha tri-ugent a zistroas gant levenez, o lavarout: Aotrou, zoken an diaouled a bleg deomp ez anv. 18Eñ a lavaras dezho: Me a wele Satan o kouezhañ eus an neñv evel ul luc’hedenn. 19Setu, em eus roet deoc’h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c’hruged ha war holl nerzhoù an enebour, ha netra ne c’hello noazout ouzhoc’h. 20Koulskoude, n’en em laouenait ket eus ma pleg deoc’h ar speredoù, met en em laouenait kentoc’h eus ma’z emañ hoc’h anvioù skrivet en neñvoù. 21En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliñ a ran, Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-se ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec’h eus o disklêriet d’ar vugale. Ya, Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec’h eus e gavet mat. 22Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d’ar Mab e zisklêriañ dezhañ. 23O tistreiñ ouzh an diskibien, e lavaras dezho a-du: Eürus eo an daoulagad a wel ar pezh a welit! 24Rak me a lavar deoc’h, kalz a brofeded hag a rouaned o deus c’hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n’o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit ha n’o deus ket e glevet.
Parabolenn ar Samaritan mat
25Setu, un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras evit e amprouiñ: Mestr, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus? 26Eñ a lavaras dezhañ: Petra a zo skrivet el lezenn ha petra a lennez enni? 27Eñ a respontas: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh, eus da holl soñj, ha da nesañ eveldout da-unan. 28Eñ a lavaras dezhañ: Respontet mat ec’h eus, gra kement-se hag e vevi. 29Met hemañ, o fellout diskouez e oa reizh, a lavaras da Jezuz: Ha piv eo va nesañ? 30Jezuz a adkemeras ar gomz hag a lavaras: Un den a ziskennas eus Jeruzalem da Jeriko hag a gouezhas etre daouarn laeron a ziwiskas anezhañ ha, goude bezañ e vrevet a daolioù, ez ejont kuit, o lezel anezhañ hanter-varv. 31Erruout a reas ma tiskennas ur beleg dre an hent-se hag, o vezañ gwelet an den, a dremenas e-biou. 32Ul Leviad, o vezañ ivez deuet en hevelep lec’h, o welout anezhañ, a yeas e-biou. 33Met ur Samaritan, o tremen e hent, a zeuas da gavout an den-mañ hag, o welout anezhañ, en doe truez outañ. 34O tostaat, e lienas e c’houlioù hag e lakaas warno eoul ha gwin. E lakaat a reas war e varc’h e-unan, en kasas da un ostaleri hag e kemeras preder anezhañ. 35Antronoz, o vont kuit, e tennas daou ziner#10:35 1 diner = pezh arc’hant roman war-dro 4 g, o roas d’an ostiz hag e lavaras dezhañ: Az pez preder anezhañ, ha kement a zispigni ouzhpenn, me en roio dit pa zistroin. 36Pehini eta eus an tri-se a gav dit eo bet nesañ an hini a oa kouezhet etre daouarn al laeron? 37Eñ a lavaras: An hini en deus graet trugarez en e geñver eo. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, ha gra ivez evel-se.
E ti Marta ha Mari
38Evel ma oant en hent, ez eas en ur vourc’h. Ur wreg anvet Marta en degemeras en he zi. 39Houmañ he doa ur c’hoar anvet Mari, en em zalc’has azezet ouzh treid Jezuz hag a selaouas e gomzoù. 40Marta a oa prederiet gant al labour en ti; dont a reas hag e lavaras: Aotrou, ha n’evezhiez ket penaos va c’hoar am lez da servijañ va-unan? Lavar eta dezhi dont da’m sikour. 41Jezuz a respontas dezhi: Marta, Marta, te en em laka e poan hag en em nec’h gant kalz a draoù. 42Met un dra hepken a zo ret. Mari he deus dibabet al lodenn wellañ, ha ne vo ket lamet diganti.
Valgt i Øjeblikket:
Lukaz 10: Koad21
Markering
Del
Kopiér
![None](/_next/image?url=https%3A%2F%2Fimageproxy.youversionapistaging.com%2F58%2Fhttps%3A%2F%2Fweb-assets.youversion.com%2Fapp-icons%2Fda.png&w=128&q=75)
Vil du have dine markeringer gemt på tværs af alle dine enheder? Tilmeld dig eller log ind