1
Genes 50:20
Levr ar Genes ha Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
JEN1897
Sonjet ho poa ober droug d’in; mes Doue hen deuz troet kement-se e mad, evit ober ar pez a c’hoarvez hirio, evit kenderc’hel e buez eur bobl vraz.
താരതമ്യം
Genes 50:20 പര്യവേക്ഷണം ചെയ്യുക
2
Genes 50:19
Ha Joseph a lavaraz d’ezhe; N’ho pezit ket a aoun; rag daoust ha me a zo o terc’hel plas Doue?
Genes 50:19 പര്യവേക്ഷണം ചെയ്യുക
3
Genes 50:21
Bezit eta dispont; me ho mago c’houi hag ho pugale. Hag e eonsolaz anezhe, hag e komzaz ouz ho c’halon.
Genes 50:21 പര്യവേക്ഷണം ചെയ്യുക
4
Genes 50:17
Evel-hen e komzot da Joseph: Oh! pardon, me az ped, fallagriez da vreudeur, hag ho fec’hed; rag droug ho deuz great d’id; mes breman, pardon, me az ped, fallagriez servicherien Doue da dad. Ha Joseph a ouelaz epad ma oat o komz outhan.
Genes 50:17 പര്യവേക്ഷണം ചെയ്യുക
5
Genes 50:24
Ha neuze Joseph a lavaraz d’he vreudeur: Setu me o vond da vervel; mes Doue ne vanko ket da zond d’ho pizita, hag ho lako da zevel euz ar vro-man d’ar vro hen deuz prometet dre le da Abraham, da Isaac ha da Jacob.
Genes 50:24 പര്യവേക്ഷണം ചെയ്യുക
6
Genes 50:25
Ha Joseph a lakaz bugale Israel da douat en eur lavaret: A dra certen Doue a vizito ac’hanoc’h, ha c’houi a gasso va eskern euz ar vro-man.
Genes 50:25 പര്യവേക്ഷണം ചെയ്യുക
7
Genes 50:26
Neuze Joseph a varvaz, oajet a zeg vloaz ha cant, hag e oe balzamet ha lakeet en eun arched en Egypt.
Genes 50:26 പര്യവേക്ഷണം ചെയ്യുക