Mes he warec a chomaz ferm, hag he zivreac’h hag he zaouarn a zo bet krenveet gant daouarn an Holl-Galloudec euz a Jacob, (ac’hane e teu ar Pastor, Carrec Israel).
Kement-se a vezo great gant Doue da dad, pehini a zicouro ac’hanoud, ha gant an Holl-Galloudec pehini a vennigo ac’hanoud gant bennoziou an env, d’an neac’h, bennoziou ar mamenou dour, d’an traon, gant bennoziou an tez hag ar bronou euz ar mammou.